Bannieloù pirated
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bannieloù pirated Europa hag Amerika a veze dre vras du a-liv — daoust ma'z anavezer reoù ruz —, gant pennoù-marv hag eskern skeudennet warne alies. Graet e veze Jolly Roger anezhe, hep na ouijed petra a dalvez an droienn-se, daoust ma’z eus liv ar saozneg warni, marteze e teu diwar ar galleg joli rouge (an hini ruz koant). Kement ha spontañ an dud e talveze ar bannieloù-se.
Brudet-bras eo ar bannieloù-se c'hoazh, hag implijet e vezont alies dre fent, pe neuze en armeoù 'zo.