Beuzeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Budog , pe Beuzeg, a oa ur manac'h deuet eus Kembre da Vreizh e dibenn ar V-vet kantved, da-heul Maodez . Diskib e oa da sant Maodez, a oa war Enez Maodez, ha savet en devoa ur manati nepell, en enez Lavred, div enez eus enezeg Briad.
E-touez e ziskibion e oa ar sent Fragan ha Gwenole, a voe kenteliet gantañ, hervez an hengoun, adalek e vugaleaj.
Anavet eo dre ziv zanevell buhez (pe Vita) :
- hini sant Maodez
- ha hini Vita Maglorii, buhez sant Maglor''.
Hervez Kronikenn Dol, e dibenn an XI-vet kantved, e oa bet lakaet da eskob Dol e-lec'h Maglor, a oa bet anvet war-lerc'h Samzun.
[kemmañ] Sant paeron
Sant paeron meur a barrez eo:
- Beuzeg-ar-C'hab,
- Beuzeg-Konk,
- Tregarvan,
- Plourin-Gwitalmeze
- Porspoder.
Gourdisten, a skrive kement-man diwar e benn : "Beuzeg a oa ur servijer heñvel ouzh un ael, pinvidik-meurbet a skiant, eeun-dispar, kemeret gant an holl evit un hent meur war-du ar feiz hag unan eus pileroù galloudusañ an Iliz".