Diwan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
E 1977 e oa bet krouet ar skol Diwan kentañ. Hiziv eo deuet ar c'hevarzhe Diwan Breizh da vezañ ur rouedad kelenn, enni skolioù, skolajoù, hag ul lise, ha gaver e pep hini eus 5 departamant Breizh. Ur skol zo ivez e Pariz. Hag ul lise zo e Karaez. Skolioù brezhonek, neptu e-keñver relijion, digoust, ha digor d'an holl eo skolioù Diwan. Tremen 2000 skoliad zo enne er bloavezh 2005, eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh. Hepte e vije dister niver ar vrezhonegerien yaouank e Breizh, hag eñ gwall izel c'hoazh.
Taolenn |
[kemmañ] Skolioù brezhonek a-raok re Diwan
Meneget e vez a-wechoù skol-stad Plistin e 1940, ma oa ur c'hlasad 12 bugel gant Yann Kerlann, ha skol gristen Ploueg ar mor e 1957, gant Armañs ar C'halvez.
[kemmañ] Perak int bet savet?
Dre ma ne oa ket nec'het politikerien ar vro nag ar re e penn ar stad c'hall gant dazont ar yezh, ha dre ma ne oa lec'h ebet eviti en deskadurezh c'hallek eo e voe krouet skolioù Diwan gant un dornad stourmerien, dezho bugale en oad da vont d'ar skol.
[kemmañ] Kresk
Ur skol-vamm a oa da gentañ hepken e 1977, savet war batrom skolioù damheñvel en Euskadi pe Katalounia. Goude digeriñ meur a skol-vamm e voe krouet ar c'hentañ skol kentañ derez e 1980, ar c'hentañ skolaj e 1988 hag ar c'hentañ lise e 1994 er Releg-Kerhuon e-tal Brest.
[kemmañ] Istor berr
- ?? 1977 Krouidigezh Diwan. Gweltaz ar Fur evel kadoriad.
- Mae 1977 Kentañ klas gant 7 bugel krouet e Lambaol-Gwitalmeze (Denez Abernot evel mestr-skol)
- Gwengolo 1977 Krouidigezh skol Gemper
- E Gwengolo 1980 e voe digoret ar c'hlas kentañ derez kentañ.
- E Gwengolo 1988 e voe krouet ar skolaj Diwan kentañ e Brest gant 8 skolajiad er 6vet klas. Bloaz war-lerc'h e tilojas ar skolaj-se eus Brest d'ar Releg-Kêrhuon.
- E Gwengolo 1994 e voe digoret lise Diwan er Releg-Kêrhuon.
- E Gwengolo 2006 eo bet digoret skolioù Louaneg hag ar Chapel Nevez.
[kemmañ] Skolioù brezhonek estreget Diwan
Estreget skolioù Diwan n'eus ket a skolioù brezhonek e Breizh. Bez ez eus klasoù divyezhek avat,
- e deskadurezh ar stad c'hall, gwarezet gant ar gevredigezh Div Yezh, a vod tadoù ha mammoù ar c'hlasoù-se;
- en deskadurezh katolik, gwarezet gant ar gevredigezh Dihun Breizh
[kemmañ] Mignoned Diwan
- Gant L'Observatoire du Communautarisme hag ar "Grand Orient de France" e oa bet aozet un diviz e Sened Bro-C'hall d'ar 24 a viz Du 2006 , e-lec'h ma oa Françoise Morvan o tistagañ ur brezegenn a-enep Karta Europat ar yezhoù, hag a-enep difennerien ar yezhoù evel Diwan: [[1]], [[2]]
- Aozet e oa ar c'hendiviz un tamm a-raok ar voterezh er parlamant gall dibar-benn gwareziñ ar yezhoù bihan er vonreizh.