Enez-Sun
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Enez-Sun | |
{{{skoed}}} | |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Bro hengounel | Kerne |
Arondisamant | Arondisamant Kemper |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro ar C'hab |
Bro 'Voynet' | {{{Bro Voynet}}} |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | |
Kod INSEE | 29083 |
Kod post | 29990 |
Maer Amzer gefridi |
Alain Le Roy {{{amzer-gefridi}}} |
Gorread | 60 ha = {{{gorreadkm²}}} km² |
Hed | -4.83° |
Led | 48.03° |
Uhelder | keitat : 6 m bihanañ : 0 m brasañ : 9 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 242 ({{{deiziad-poblañs}}}) |
Stankter | {{{stankter}}} |
{{{kartenn}}} |
Enez-Sun a zo un enezenn e kornôg Breizh hag ur gumun ivez.
E kostez Leon e vez distaget "Sizun".
Emañ e 8 km e Kornôg rik Beg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet e Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'harregoù-tarzh pellañ eo bet savet er XIXvet kantved tour-tan ar Maen.
Hec'h anv a zo ivez hini ar c'hap a zo en tu all d'ar Raz anvet Kap-Sizun (ar C'hap evit gwir e genoù an holl).
Rust eo ar mor e lec'hioù-se hag e vev lod an enezidi eus ar peskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.
[kemmañ] Istor
An douaroniour roman, Pomponius Mela, en deus meneget un enezenn a-dal d'ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñv dont eus al lec'hanv-mañ.
Deskrivañ a ra Pomponius Mela Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezhiañs an drouized.
E-barzh tachenn an Osismied e oa Enez Sun d'ar mare-hont.