Hrant Dink
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E 1954 e oa bet ganet Hrant Dink, e Malatya, e gevred Turkia. D'an 19 Genver 2007 e oa bet drouklazhet en Istanbul.
Armenianat e oa hag en e yaouankiz e oa bet stourmer er strollad komunour, e-pad ur frapadig hepken avat rak berzet e voe buan ar strollad. Da c'houde e ouestlas e vuhez d'un ti-emzivaded evit bugale a-orin eus Armenia. Sezizet e voe an ti gant ar Stad e 1974 evel ur bern savadurioù all gouestlet d'ar minolerezhioù.
E 1996 e voe krouet gantañ ur gelaouenn divyezhek (armenianeg-turkeg), Agos hec'h anv (a dalvez "frouezhus"). 6 000 skouerenn a veze embannet (50 000 Armenian a zo e Turkia). Fraezh e save a-enep ar gouennlazh bet graet e-pad ar brezel bed kentañ a-enep e gumuniezh ha kaset e voe dirak al lez-varn meur a wezh abalamour da se. Saviad ar Gurded a glaske difenn ivez. Ne c'helle ket broadelourien Turkia ulmiñ an dra-se ken ha drouklazhet eo bet gant unan anezho, ur paotr yaouank 17 vloaz.