Emgann Soissons (718)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Emgann Soissons | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|||||||
|
|||||||
Emgannerien | |||||||
Karl ar Morzhol | Chilperic II Ragenfrid Odo Meur |
||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Karl ar Morzhol | Ragenfrid | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Tud lazhet | |||||||
Dianav | Dianav |
Emgann Soissons 718 a oa emgann diwezhañ ar brezel diabarzh a heulias marv Pepin Herstal roue (?) ar Franked. Adalek miz Du 714 e vrezele Karl ar Morzhol, Theudoald, mab-bihan Pepin, Plektrud, e intañvez, Ragenfrid, maer palez Neustria ha Chilperic II, roue ar Franked, evit kemer penn ar rouantelezh.
Goude emgann Vincy,Chilperic II ha Ragenfrid, a oa bet faezhet gant Karl ar Morzhol a en em glevas gant Odo Veur eus Akwitania ha war-du Soissons e kerzhjont. Ouzh o gortoz edo Karl ar Morzhol avat, gant ul lu soudarded c'hourdonet a chomo an darn vrasañ anezho feal dezhañ e-pad o holl vuhez. O faezhañ a reas Karl e-kichen Soissons. Tec'hout a reas Ragenfrid da dTeurgn tra ma repuas ar Roue hag Odo en Akwitania.
Odo a sinas ar peoc'h gant Karl nebeud goude ha daskoriñ a reas Chilperic. Ragenfrid a anavezas galloud Karl.