Karaez-Plougêr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Karaez-Plougêr | |
{{{skoed}}} | |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Bro hengounel | Kerne - Poc'hêr |
Arondisamant | Arondisamant Kastellin |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù ar Poc'hêr |
Bro 'Voynet' | Bro Kornôg Kreiz-Breizh |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | Kanton Karaez-Plougêr (penngêr) |
Kod INSEE | 29024 |
Kod post | 29270 |
Maer Amzer gefridi |
Kristian Troadeg 2001-2008 |
Gorread | 2 581 ha = 25,81 km² |
Hed | -3.58° |
Led | 48.28° |
Uhelder | keitat : 104 m bihanañ : 69 m brasañ : 169 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 7 648 (1999) |
Stankter | war-dro 296 ann./km² |
{{{kartenn}}} |
Ur gumun breizhat eo Karaez-Plougêr, kêr-benn ar Poc'hêr e Kerne. E Penn-ar-Bed emañ, gennet etre tri departamant abaoe an dispac'h gall : Penn-ar-Bed, Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor, ar pezh zo bet drastus evit hec'h armerzh.
Taolenn |
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Dourbont roman
- Pont Toull Vihan
- Iliz-parrez Sant Treveur
- Iliz Sant Pêr, Plougêr
- Maner Kernigez
- Ti ar Senechal
- Pont ar Veilh Veur
- Kouent an Aogustined
- Kouent Karmez
- Kouent an Ospitalierezed
- Ar mirva henoniezh
- Plasenn an Tour d’Auvergne
- Chapel Santez Anna
- Kastell Kerampuilh
- Ar C’hastell Ruz
- Marc'h-tan kozh
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Buhez foran
- Unan eus ar c'humunioù e-penn a-raok evit lakaat ar brezhoneg war wel er vuhez foran eo Karaez abaoe ar bloavezhioù 1980 da nebeutañ. Bet eo ar gumun gentañ o staliañ panelloù heñchañ divyezhek, pa oa maer Jean-Pierre Jeudy. Gant Kristian Troadeg, maer abaoe 2001, ez eus bet graet ur c'hammed all war-raok ha votet ez eus bet un destenn politikerezh yezh a-unvouezh. Ur bodad trakêr a vod dileuridi eus Ofis ar Brezhoneg, kevredigezhioù brezhonek ar gumun hag hiniennoù kar-o-yezh zo bet savet dindan renerezh Visant Abaziou eilmaer brezhoneger e-karg eus ar sevenadur.
- Karta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant an ti-kêr.
- E 1999 eo bet staliet sez Ofis ar Brezhoneg, benveg politikerezh yezh Rannvro-Breizh e Karaez, gant ar rannvro.
[kemmañ] Deskadurezh
- E 2006 e kaver an teir hentenn divyezhek war ar gumun : Diwan, Div Yezh ha Dihun. 13 % eus bugale kêr zo skoliataet en deskadurezh divyezhek (20 % er c'hentañ derez).
[kemmañ] Gouelioù dibar
- Gouel an Erer Kozh, e miz Gouere
- Bagadañs, e miz Gouere
- Saloñs al Levrioù ha Romantourien Breizh, en diskaramzer