Kustentin Iañ (impalaer roman)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gaius Flavius Valerius Aurelius Constantinus (Latin: IMP CAESAR FLAVIVS CONSTANTINVS PIVS FELIX INVICTVS AVGVSTVS ¹) (ganet 27 C'hwevrer, 272 ha marvet d'an –22 Mae, 337), anvet Kustentin Iañ pe Kustentin Veur, a zo bet disklêriet evel Augustus gant e soudarded d'ar 25 Gouere,306 a lakaas da greskiñ dre ar brezel tiriadoù an impalaeriezh roman. Anavezet eo evit bezañ adkempennet Bizañs (Istanbul hiziv) da "Nova Roma" (Roma nevez) adanvet da c'houde da Gergustentin. Brudet eo ivez pa embannas Gourc'hemenn Milano e 313 ha pa gouvias eskibien an Hollved er Iañ sened-meur Nikaia e 325 a roas un diazez lezennel d'ar Gristeniezh. Setu perak e weler Kustentin evel an impalaer a roas al lañs d'ar relijion nevez evit ma yeas da gounid an impalaeriezh a-bezh ha ma ne embannas ket e-unan evel ur c'hristen e oa badezet e dibenn e vuhez ken e teuas da vezañ an impalaer roman kristen kentañ memes tra.