Loeiz Herrieu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Loeiz Herrieu, ganet e 1879 e Lannarstêr,(ul lodenn eus Kaodan er mare-se), Bro-Gwened, Mor-Bihan, marvet d'an 22 a viz Mae 1953, en Alre , Bro-Gwened, Mor-Bihan.
Mab labourerion-douar, brezhonegour a-vihanik, derc'hel a reas an douar e Lannarstêr, en Henbont hag en Alre.
Labourer-douar, barzh, skrivagner ha kazetenner brezhonek, ha brogarour breizhat.
[kemmañ] Oberennoù skrivet
- Istoér Breih, pe Hanes ar Vretoned, a-gevred gant skrivagnerion arall;
- Tud brudet hor bro-ni;
- Chansons populaires du pays de Vannes, ( gant kenlabour Morvan Duhamel), 1930;
- Kammdro an Ankoù;
- De hortoz Kreiznoz, filajad en nédeleg, skeudennet get Xavier Haas, Xavier de Langlais, Perrin hag en Oberour, An Oriant, "Dihunamb", 1942 (danevelloù);
- Le Breton usuel vannetais (dornlevr deskiñ);
- La littérature bretonne depuis les origines jusqu'au XXème siècle, suivi d'extraits traduits des meilleurs auteurs, Embannadurioù Dihunamb,Henbont, 1943;
- Dasson ur galon, (barzhonegoù) (Les résonances d'un cœur), poèmes bretons, (embann divyezhek), €mbannadurioù Dihunamb, 1957;
- Dihunamb, kazetenn vrezhonek bet krouet en Oriant gant Loeiz Herrieu, embannet etre 1905 ha 1914, hag adalek 1921 betek 1944.