Mathurin Méheut
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un tresour eo bet Mathurin Méheut hag un arzour liesdiskiblezhel ivez. E Lambal eo ganet Mathurin Méheut, en un tiegezh artizanel, e 1882. E Pariz eo marvet e 1958. Mont a reas da Skol an Arzoù-kaer e Roazhon er bloavezh 1897. Da c’houde ez eas da Bariz. E vuhez labour, hir, pinvidik ha frouezus a grogas da vat dre e genlabour gant savlec’h biologel-mor Rosko. Du-se e voe krouet diazez ul levr kaer-meurbet “Raklivadur ar mor 1913/1914 ». Da c’houde e tapas krog en ur veaj davet bro Japan. Galvet en-dro da Frañs abalamour d’an engalvadeg d’ar brezel-bed kentañ e voe savet gantañ ur bern tresadennoù, gwir testenioù eus ar vuhez-bemdez er fozioù-brezel. Goude-se, goude an arzav-brezel, e teuas en-dro d’e vro c’henidig, Breizh. Skeudennaouer a-vicher e teuas da vezañ. Kelenn a rae ivez e skol an Arzoù-kaer. Liesseurt ha liesdoare e oa e labour : kinkladurezh ar mordreizher „Normandie“, skeudennaouer levrioù kaer, kenlabourer talvoudus feilhañserezh Henriot e Kemper. Test ur marevezh eo bet, boemet gant tud e vro. Ervennet en deus Breizh eus Roazhon da Dinan, eus Rosko da Sant-Wenole e bro Vigoudenn o legadiñ d’ar rummadoù nevez ur bern oberennoù hag un testeni prizius. Mirdi Mathurin Méheut a zo staliet e Lambal er geriadenn ma c’hanas enni.
Anvet e oa bet da „livour ofisiel ar Verdeadurezh“ e 1921.
[kemmañ] Buhezskrid
- 1882 : Ganedigezh e Lambal (Aodoù ar Arvor)
- 1896 : Deskardelezh e Lambal e ti Mathurin Guernion, pentour-tiez.
Tresadennoù kentañ deiziet.
- 1898 : Enskrivadur e skol an Arzoù-kaer e Roazhon (Il-ha-Gwilen)
- 1900 : E Pariz e-pad ur miz
- 1902 : E dibenn e studioù e Roazhon e tiviz en em staliañ da vat e Pariz. Labourat a ra evit ar gelaouenn „Arts et Décoration“. Embann a ra e dresadennoù war ar pesked hag ar c’houraloù. En em enskrivañ a ra war un dro e Skol vroadel an Arzoù-kinklañ.
- 1903-1904 : Koñje e Saint-Lô (Manche)
- 1905 : Dimeziñ gant Marguerite Rouja e Le Mans (Sarthe). O chom emañ ar c’houblad e Pariz er 15vet karter, 45 straed Falguière
- 1906 : Kemer a ra perzh e Saloñs an Arzourien gall e Pariz
- 1908 : Ganedigezh e verc’h Maïvon
- 1910-1912 : Chomadenn ha labour e savlec’h-biologel Rosko. Arselladennoù ha brastresoù ar metoù-mor en un endro skiantel
- 1912 : Kelenn a ra er skol Boulle
- 1913 : Kentañ diskouezadeg e-unan e Mirdi an Arzoù-kinklañ (tinell Marsan) eus 450 oberenn savet e Rosko diwar-benn al loened hag ar bleunioù a vor. Gant Mirdi-mor Monaco ha Mirdi Luxembourg e vez prenet e oberennoù. Aet eo ar maout gant Mathurin Méheut evit gounit ar „yalc’h tro-dro ar bed“ roet gant an diazezadur „Kahn“.
- 1914 : Beaj da Hawaï, da vro Japan da c’houde a-drugarez d’ar „yalc’h tro-dro ar bed“. Ehanet eo ar veaj abalamour d’an engalvadeg d’ar brezel-bed kentañ. Dont a ra en-dro Mathurin Méheut da Frañs. Er 136vet rejimant troaderien Arras eo enluet.
- 1916-1917 : Anvet eo Mathurin Méheut er servij lec’hanvadurezh ha kartennouriezh e Sainte Menehould ha da Berques da c’houde. Tresadennoù brezel.
- 1919 : Disoudarderezh. Er skol Boulle eo anvet Mathurin Méheut hag er skol Estienne evit ur prantad berr. Kregiñ a ra ivez da labourat er feilhañserezh Henriot e Kemper (Penn-ar-Bed).
- 1921 : Anvet eo da „livour ofisiel ar Verdeadurezh“. Eil diskouezadeg en e-unan e Mirdi a Arzoù-kinklañ (tinell Marsan). Oberennoù breizhat, japanat hag a vrezel.
- 1923 : Diskouezadeg e San Fransisco
- 1924 : Chomadennoù e ti Albert Kahn. Krouiñ a ra e ginkladurioù kentañ evit mordreizherioù. Nac’hañ a ra kemer perzh e emsav ar Seizh Breur.
- 1925 : Disoc’h e genlabour gant ar feilhañserezh Henriot : kinnig a ra e listri-taol anvet „ar mor“ hag „ar grampouezhenn“ da-geñver diskouezadeg etrebroadel an Arzoù kinklañ. Ober a ra anaoudegezh gant Yvonne Jean-Haffen.
- 1926 : Emezelañ a ra da Kevredigezh an arzourien kinkladourien.
- 1927 : Priajoù kentañ evit Labouradeg broadel Sèvres.
- 1929 : Kinkladurioù ti-hañv Miramar e Cap Martin evit Albert Kahn.
- 1930 : Kinkladur sal-degemer savadur Heinz e Pittsburg gant skoazell Yvonne Jean-Haffen.
- 1931 : Kemer a ra perzh en diskouezadeg trevadennel (priajoù Sèvres)
- 1932 : Krouidigezh listri-taol anvet « ar mor » evit ar preti “Prunier”
- 1932-1933 : Labourioù liesseurt evit Labouradeg broadel Sèvres
- 1933 : Kinkladurioù kentañ evit mordreizherioù ar « C’hevredad treuzatlantek »
- 1937 : Diskouezadeg etrebroadel an Arzoù hag an Teknikoù e Pariz : kinkladur evit tinell Breizh hag hini ar Verdeadurezh kenwerzh
- 1937-1938 : Labourioù liesseurt evit Labouradeg broadel Sèvres
- 1939 : Pallenn-moger « Allégorie à la vie marine » evit Labouradeg ar Gobelins
- 1940 : Kelenn a ra betek 1944 e skol an Arzoù-kaer e Roazhon (Il-ha-Gwilen)
- 1941 : Gwerennoù-livet ha priajoù evit ar preti „l’Hûitrière“ staliet e Lille
- 1942 : Kinkladur Ensavadur douarouriezh Roazhon
- 1944 : Embannadur al levr « Micherioù kozh Breizh » savet gant Florian Le Roy, tresadennoù gant Mathurin Méheut
- 1944-1945 : Donoc’h ez a en e labour koadengraver
- 1945 : Kinnig a ra e livadurioù e saloñs livourien a vor
- 1946 : Kenembannadur gant Georges Géo-Fourier eus ar rummad kartennoù-post anvet « Breizh Glas »
- 1949-1950 : Labourioù a brierezh evit an embregerezh Villeroy et Boch à Mettlach (bro Alamagn)
- 1951 : Kinkladur ti-bank Caisse d’Epargne e Pont-‘n-abad (Penn-ar-Bed)
- 1952 : Peuroberidigezh talbenn e priaj Feilhañserezh Henriot e Kemper
- 1955 : Diskouezadeg diwezhañ er palier Bernheim Jeune
- 1956 : Anvet eo “Akademiad a Verdeadurezh”
- 1957 : “Pesketerien ar Pevar mor” gant Roger Vercel eo al levr diwezhañ bet skeudennaouet gant Mathurin Méheut
- 1958 : Mervel a ra e Pariz d’an 22 a viz C’hwevrer
[kemmañ] Mammennoù
- « Mathurin Méheut » gant Denise Delouche, Anne de Stoop ha Patrick Le Tiec
Embannadurioù ar Chasse Marée Eil embannadur - 2004
- "Voyage d'un peintre Breton au Japon, Mathurin Méheut avril-aout 1914" gant Elisabeth, Hélène ha Patrick Jude
Embannadurioù Ouest France 2004
- "Mathurin Méheut, donation Château-Grall ", Katalog diskouezadeg Mathurin Méheut, dediadennoù, roidigezh Château-Grall Roazhon, Mirdi Breizh 29 Meurzh –15 Here 2001
- "La Bretagne de Mathurin Méheut" gant Patrick Le Tieck ha Anne de Stoop
Embannadurioù Mirdi Mathurin Méheut, Levraoueg ar Skeudenn 2000
[kemmañ] E pelec’h mont da sellout ouzh oberennoù Mathurin Méheut ?
- Mirdi Lambal (e gêr c’henidik) :
Plasenn ar Martray - BP 70 418 - 22 400 Lambal Pgz : 02 96 31 19 99 Plr : 02 96 50 19 79 Postel : musee.m.meheut@wanadoo.fr
- Dastumad enlinenn Mirdi Broadel an Arzoù Modern (Kreizenn Pompidou e Pariz)
- Agence Photographique de la Réunion des Musées Nationaux
- Mirdi breizhek an departamant e Kemper
1 straed Roue Gralon 29000 Kemper Pgz : 02 98 95 21 60 Plr : 02 98 95 89 69 Postel : musee.breton@cg29.fr
- Mirdi ar feilhañs e Kemper
14 straed Jean-Baptiste Bousquet 29000 Kemper Pgz : 02 98 90 12 72 Plr : 02 98 52 05 87