Milin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Evit sterioù all ar ger milin, sell ouzh Milin (heñvelstumm)
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar vilin (liester : milinoù: stumm Bro-Gerne : meilh, -où; stumm gwenedeg : melin) a zo peurvuiañ ur savadurioù enno ur wikefre evit malañ greun an edeier da ober bleud. Talvezout a ra ivez ar ger milin evit ur mekanik heloc'h evit malañ, ar vilin-gafe da skouer.
Abalamour m'eo bet pouezus-kenañ produiñ bleud evit ober bara hag a bep seurt krampouezh, kouignoù, gwastelloù, tartezennoù hag all abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh an edeier da vare an Neolitik e c'heller lavaret eo bet ar milinoù ar savadurioù arbennik niverusañ ha ledetañ er bed a-bezh nemet e broioù ma vez ar riz ar boued pennañ (Gevred Azia).
[kemmañ] Doñvidigezh an energiezh
Dre vras, ur vilin, bihan pe vras a zo ur wikefre evit doñvaat un energiezh naturel ha lakaat anezhi da aesañ produadur traoù a bep seurt dre ar valañ pe ar skeiñ pe dre lakaat ur mekanik da vont en-dro.
En Henamzer e Europa e veze roet ul lusk d'ar wikefre bennañ, daou vaen-milin, unan difiñv hag unan o treiñ gant nerzh an dud (milin-vrec'h) pe hini an anevaled (kezeg, azened, ejened...).
E derou ar milved kentañ eo bet kavet e c'hell bezañ implijet nerzh an dour o tiruilhañ pe nerzh an avel o c'hwezañ. Er Grennamzer e voe savet pe vilinoù-dour pe vilinoù-avel ken e veze gwelet e maezioù Europa a-bezh milinoù-dour war kazi pep stêr ha milinoù-avel war meur a lein. Testoù diorroadur ar boblañs hag e ezhommoù e-keñver an ed d'ober bara eo bet ha kalz anezho, difiñv o gwifefre peurvuiañ, a vez gwelet hiziv.
Er XVIIvet kantved e voe klasket lakaat ar milinoù da broduiñ traoù all eget ar bleud pe evit kas dour uheloc'h, da lavaret eo ur mekanik riboul. Da gentañ e voe implijet nerzh ar milinoù-dour evit meskañ mat ar pilhoù hag an dour evit produiñ an toaz-paper. Tamm ha tamm e voe implijet nerzh an dour evit al labouradegoù kentañ da broduiñ gwiad, metal, kilvizerezh hag er mengleuzioù (mengleuz archant ha plom e Poullaouen, da skouer).
Pa voe ijinet ar c'heflusker e voe staliet enno meur a vilin-dour ha lakaet a-gostez ar wikefre dre zour. Hiziv, pa vez anv eus ur vilin o vont en-dro da broduiñ tredan e vez implijet peurvuiañ. Sell ouzh milin-avel.
[kemmañ] Rummadoù milinoù
- Milin-avel
- Milin-boultr
- Milin-dalc'h
- Milin-dour
- Milin-eoul
- Milin-gafe
- Milin-goajel (ur vilin a zo a-blaen he rod; milin-doull a-wechoù)
- Milin-gomm
- Milin-gouez
- Milin-grufel (ur vilin a zo a-blom he rod)
- Milin-lin
- Milin-rod
- Milin-vleud
- Milin-vor
- Milin-wiaderez
[kemmañ] Gerioù gant milin enno
- Maen-milin
- Miliner, milinerez
- Milinerezh (milin-vleud gant ur c'heflusker pe ijinerezh ar milinoù-bleud)