Muskadig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Muskadig zo ur gwin a zeu eus ur winieg a 26 000 devezh-arat (13 000 ha) , er c'hreisteiz da Naoned, gant un tamm douar er Maine-et-Loire hag er Vendée.
Ur gwin gwenn sec'h eo, a zo bet anvet A.O.C. e 1937 (dazkemmet gant dekred an 19 a viz Gwengolo 2001), a zo graet diwar skodoù-gwini anvet melon de Bourgogne (an anv orin) pe muscadet er c'hornad.
Taolenn |
[kemmañ] Mamm
Peurvuiañ, ouzhpenn ar ger "Muscadet", e vez skrivet sur lie (pe sur lies) war ar boutailhadoù, da lavaret eo "diwar e vamm". Evit se e rank ar gwin chom ur goañvezh e beolioù, pe tonelloù, ha bezañ c'hoazh o c'hoiñ war e vamm a-benn ar c'houlz ma vez lakaet e boutailhoù, da lavarout eo etre ar 1-añ a viz Meurzh hag an 30 a viz Gouere, pe etre ar 15 a viz Here hag an 30 a viz Du.
[kemmañ] Anvioù
Meur a anvadur zo d'ar muskadig :
- ar Muscadet Coteaux-de-la-Loire, termenet e dekred ar 14 a viz Du 1936, dezhañ ur gorread a 1000 devezh-arat(500 ha) e 24 c'humun. Ur gwin sec'h, temzet, bividik, gouest da zareviñ er boutailhoù.
- ar Muscadet Côtes-de-Grandlieu, termenet e dekred an 29 a viz Kerzu 1994, er c'hreisteiz d'al Lenn-Veur, en ur gorread a 1200 devezh-arat ( 600 ha) e 19 kumun, 2 anezho e Vendée.
- ar Muscadet Sèvre-et-Maine, termenet gant dekred an 9 a viz Here 1995, en ur gorread a 20 000 devezh-arat (10 000 ha) e 23 c'humun. Hennezh a ya d'ober 80% eus ar gwin aozet er vro.
[kemmañ] Muskadig Roparz Hemon
Ur bloavezh e oa bet aozet Muskadig Roparz Hemon gant Alan Coraud, gwiniegour el Lorou-Botereau da skoazellañ skolaj Roparz Hemon er Releg-Kerhuon.
[kemmañ] Afer Gwin Breizh
Daou saver-gwin eus Bro-Naoned zo kroget, e 2006, da skrivañ « gwin Breizh » war o boutailhadoù muskadig gant tikedennoù divyezhek.
Klemm zo bet savet gant ar velestradurezh c'hall dirak ar prokulor war zigarez e klasker « touellañ gant un anvadur direizh ». Difennet e vije ober anv eus « vin breton» war zigarez emañ gwinieg ar muskadig er Pays de la Loire. Un A.O.C eo ar muskadig abaoe 1936. En amzer-se ne oa ket eus ar Pays de Loire.
A-benn ar fin eo bet distaolet klemm ar velestradurezh :[[1]], ha ret e vo dezhi plegañ: gwir zo da gomz eus "gwin eus Breizh", un anv dereatoc'h ha reishoc'h e-keñver yezhadur ar brezhoneg.
[kemmañ] Gwelout
- Gwinoù Naoned
- Muskadig, gwin Breizh : [[2]]