Patrokles
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Patrokles (e gregach Πάτροκλος / Pátroklos, pe Πατροκλῆς / Patroklễs, da lavaret eo « klod (κλέϝος) an tad(πατήρ) »), mab Menoetius a oa unan eus brezelourien a Vro-C'hres a gemeras perzh e brezel Troia a zo kontet en Iliada dreist-holl. E vignon gwellañ e oa Akilles hervez lod ; hervez lod all e oa e gariad.
Pa oa c'hoazh ur bugel anezhañ e lazhas e vignon, Klisonimus, e-pad un tabut. Mont a reas e dad en harlu gantañ evit tec'hout rak veñjañs kerent Klisonimus. Peleus Phthia, ur c'har dezho, a roas bod dezhe. Eno e tegouezhas Patrokles gant mab Peleus, Akilles, evit ar wezh kentañ. Kaset e voe ar baotred da C'hiron, roue fur an dud-kezeg, da vezañ maget ha desavet gantañ.