Santez-Anna-Wened
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur kumun gumun eus kanton An Alre eo Santez-Anna-Wened e departamant ar Mor-Bihan. Brudet eo evit ar pirc'hirinded en deus sachet meur a zen evit lidoù en enor santez Anna, patronez Vreizh evit ar gristenien.
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Santez-Anna-Wened | |
{{{skoed}}} | |
Departamant | Mor-Bihan |
Bro hengounel | Gwened |
Arondisamant | Arondisamant An Oriant |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro an Alre |
Bro 'Voynet' | Bro an Alre |
Pastell-vro votiñ | {{{Pastell-vro}}} |
Kanton | Kanton An Alre |
Kod INSEE | 56263 |
Kod post | 56400 |
Maer Amzer gefridi |
Henri Macé 2001-2008 |
Gorread | 4194 ha = 41,94 km² |
Hed | 02° 57' 10" kornôg |
Led | 47° 42' 15" norzh |
Uhelder | keitat : 34 m bihanañ : 36 brasañ : 57 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1844 (1999) |
Stankter | 371 a./km2 |
{{{kartenn}}} |
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
Ur c'hlas divyezhek a zo eno abaoe 1994. 13,5% eus ar vugale a zo enno er c'hentañ derez. [1]
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Penn-Iliz Santez-Anna (1862-1866)
- Savadurioù ar manati kozh gant ur c'hloastr
- Scala sancta (daou dirioù evit pignat da goudor an oferennoù lidet en diavaezh)
- Mein-sonn ar Vretoned marv er brezelioù
- Mirdi koarelloù
- Feunteun ar burzhudoù
- Ti Erwan Nikolazig
- Kastell ar C'henven
- Ti-memor Breizh
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Istor
E-barzh parrez Plunered e oa douaroù ar gumun e penn an Patrom:17vet kantved hag en ur geriandenn anvet Ker-Anna e veve ur c'houer, Ivon Nikolazig. Hemañ ne oa ket eus ar re baour pa oa perc'henn war un nebeut parkoù. E 1623 e deus gwelet ur vaouez o kas bannoù lufrus hag o delc'her ur piled-koar. D'ar 25vet a viz Gouere 1624 e teu dezhañ ar vaouez evit e lavaret : "N'ho peus ket aon, me zo Ann, mamm Mari ! Lavarit d'ho person ez eus bet,er park ar Bossennoù, ur chapel dindan ma anv, an hini gentañ er vro. Nav c'hant pevar warn'ugent ha c'hwec'h miz'zo ha Fell a ra din ma vo adsavet... Ne oe ket kendrec'het ar person betek an deiz e 1625 ma va konduet gant ur piled-koar ur strollad tud betek al lec'h m'eo bet kavet un delwenn gozh Santez Anna graet e prenn. Goude ur prosez e oe kendrec'het eskop Gwened hag e oe savet ur chapel e 1628. Fiziet e oe meradur kef ar pirc'hirinded d'ar Garmezidi a savjont ur manati bras.
Er bloaz-mañ e embannas Anna a Aostria, rouanez Bro-C'hall e gouestle ganedigezh ur mab da santez Anna, he maeronez. Berzh bras en deus graet ar pirc'hirinded hag e oe savet ur renabl, "al Levr aour" evit enrollañ ar burzhudoù dindan kontroll an Iliz.