Santez Katarina
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Santez Katarina a zo lidet he gouel d'an 25 a viz Du. Lakaet eo bet da baeronez ar varverien, ar garrerien, ar gordennourien, ar vezhererien, ar skolidis (ar studierien), an nezerezed gloan, ar vilinerien, an noterien, ar magerezed, ar brezegennerien, ar brederourien, ar blomerien, ar boderien, an armoludoù, ar gemenerien, an doueoniourien, an durgnerien hag ... ar verc'hed dizimez.
E Breizh e veze implijet ur stumm berroc'h Katell evit Katarina ha bremañ eo deuet Katell da vezañ ur raganv. Kontet e veze istor Katell gollet kouezhet en ifern diwar he fec'hedoù hag e weler an istor-mañ kontet dre delwennigoù war galvar Plougastell-Daoulas.
Meur a santez a zo bet Katarina o anv :
- Katarina a Aleksandria lidet d'ar 25 a viz Du hag en devezh-se e vez enoret ar verc'hed dizimez o deus tapet o 25 bloaz, ar Gatelliged
- Katarina a Volonia (9 a viz Meurzh).
- Katarina a Jenova (15 a viz Gwengolo).
- Catherine Labouré (31 a viz Kerzu).
- Katarina a Ricci (13 a viz C'hevrer)
- Katarina a Siena (30 a viz Ebrel).
- Katarina a Sveden (24 a viz Meurzh).