Strollad Alamanegerien Belgia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Strollad Alamanegerien Belgia (alamaneg Partei der Deutschsprachigen Belgier) a zo ur strollad politikel a zifenn gwirioù an alamanegerien o chom e kantonioù Eupen, Sankt-Vith ha Malmedy. Ezel eo eus Emglev Libr Europa.
E bal a zo anaoudegezh Alamanegerien Belgia evel ur gummuniezh yezhoniel gant an hevelep gwirioù hag ar c'hallegerien hag ar flandrezegerien ha krouidigezh ur pevare rannvro a endalc'hfe an daou ganton ma komzer alamaneg. Guido Breuer eo e brezidant
Kemer perzh a ra e gouarnamant ar gummuniezh alamanek ma ra e zileuriad Oliver Paasch war-dro an deskadurezh.
[kemmañ] Liammoù diavaez
(al) Lec'hienn ofisiel