Strollad Komunour Breizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Strollad Komunour Breizh (SKB) a voe ur strollad politikel e Breizh etre 1971 ha 1974. Embann a rae ar gazetenn Bretagne révolutionnaire. Pennoù ar strollad a oa Yann-Morvan Gefflot ha Jean-Pierre Vigier. Un hanter-kant bennak a stourmerien a voe er strollad-se.