Ìle
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ìle eo anv gouezelek (distagadur IPA: [ˈiːlʲə]) un enezenn eus an Inizi Gall a vez graet Islay (distagadur IPA: [ˈaɪlə]) anezhi e saozneg, hag a vez kavet en anv Caol Ila, anv unan eus an dourennoù na dorront ket ar sec'hed met a zigor dorioù meur a baradoz (ar wiski).
Bez' ez eo ar pellañ enez er c'hreisteiz eus an Inizi Gall, e Bro-Skos ha "rouanez an Hebridez" a vez graet anezhi.
Kêr-benn an enez eo Am Bogha Mòr (Bowmore), hag a zo enni, ouzhpenn ul labouradeg wiski, un iliz kelc'hiek, e Killarow.
Ouzhpennik 3 000 a dud zo en Ìle, ha hi 1 200 devezh-arat dezhi. Laboused e-leizh zo ivez, ha dreist-holl gwazi gouez.
[kemmañ] Baradoz ar wiski
Obererezh bras an enezenn eo an aozañ wiski diwar malt. Brudet eo anvioù Ardbeg, Lagavulin, Laphroaig, Bowmore, Caol Ila, Bunnahabhain, Bruichladdich). An holl anezho a zo blaz an taouarc'h warno. Kreñvoc'h eo avat en tri meneget da gentañ. Everien wiski touet zo a lavar eo al lec'h tostañ d'ar baradoz, ha gwelet ez eus bet lod o chom da hunvreal, digomz ha divanne, dirak ur gartenn eus an enezenn, warni ar seizh anv santel meneget uheloc'h.
Un aerborzh zo en enez, ma c'haller mont bemdez da c'hGlasc'ho. Gant al lestr-treizh ez eer ac'hano da Scallasaig (Colonsay), Kennacraig (e ledenez Ceann Tìre) ha d'an enez amezek Diùra.
Klouarikoc'h eo hin an enez eget hini douar-bras Bro-Skos en abeg d'ar Gulf Stream.
[kemmañ] Skeudennoù
Bridgend woods in January 2006 |