"Ar Feiz dre ar Meiz"
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar c'hatekiz-se evit gouroadidi a zo hepken un dibab a-douez ar pennadoù a oa bet moulet e-kerz 30 vloaz er gelaouenn Imbourc'h, un dibab a zo bet graet gant ar skrivagner e-unan dre ma felle dezhañ ober eus e skridoù un oberenn unvan, ha da gentañ dre an urzh en deus roet dezho enni. "Ar Feiz hag ar Meiz" n'eo, e stumm ebet, un oberenn hiniennel nag a faltazi. Ar feiz reizhkred, hini an Iliz a-viskoazh, en deus fellet da bPêr Even displegañ ha netra ken. Pezh en deus graet ar skrivagner hepken eo danzen gerioù ar resisañ ar gwellañ a-benn tizhout ar pal-se.