Abstandsprache
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un Abstandsprache (pe "yezh drezi hec'h-unan") a zo un doare yezh ken disheñvel diouzh an holl zoareoù yezh all ma n'hallfed ket lâret ez eus anezhi rannyezh ur yezh all, na pa vefe anezhi un Ausbausprache ("yezh savet") pe get. Ne dalv ket kement-mañ n'eus ket liamm ebet gant yezh ebet all, met kentoc'h n'eus doare yezh ebet all a c'hellfed ober ganti, pe dre gomz pe dre skrid, en ur vezañ komprenet gant tud a ra gant ar yezh-se.