Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kavet e vez roudoù eus an oberenn-mañ er geriadur savet gant Loeiz ar Pelleter, embannet e 1792 gant Dom Ch. Taillandier hag e-barzh un dornskrid savet gant ar Pelleter ivez. Siwazh, tra ma oa un tamm huderezh en oberenn-mañ, ez eo bet kollet an darn vrasañ deus ar skrid orin; adskrivet en deus pozioù, gwerzennoù pe c’herioù hag a oa dedennus evit studiañ.
Roparz Hemon en deus lakaet ar roudoù-mañ e-barzh al levr en deus savet dindan anv La Destruction de Jérusalem.
Krennvrezhoneg
|
Brezhoneg
|
Sellit an histor an chatal cornecq,
Goude caezr prezec a va daou plecqua
Hez eo cacet gate cuit va grecq :
Lesset tavanteq goude va ruequa
[...]
Yd da Scoet Breiz heno eus reiz vat,
A tut hegarat. Hast(it) tizmat cre(ff)
[...]
Hastit ho distaq rac na drintaquach,
Evez(it) na brammach dirac ar plachet.
[...]
Ac he startit tout a het ho pouttou
Rac ho piniou so deja mouzzer
[...]
So hen he bragaou barbaou dezraouhet
[...]
Sell n'endequet flacq na vacq va bacquet
[...]
Na compsit quet dyff muy he sçeurt libot
Hubaöt coz briffaöt lerot radoter.
Ar cattel an dar eur mesquer d'ar yod,
Liper d'an-darbot eur mestr goarloter
[...]
Oll chaçç Sant Malou à bleizy Daoulas,
Quement Dogues bras so en Plougastell
Ra rai mill bastell eux a m' bouzellou,
Mar mancqua Aotraou d'a clacq ar maouez
Scort he va droulin quer bescq à brinicq.
|
Sellit istor ar chatal kornek,
Goude prezeg kaer ha va daou-plegañ
Ez eo aet ganto kuit va gwreg :
Laosket "tavanteq" goude va ruequa
[...]
Kit da 'Scoet Breiz', eno ez eus reizh vat,
Ha tud hegarat. Hastit tizmat kreñv
[...]
Hastit ho tistag rak na "drintaquach",
Evezit na brammac’h dirak ar plac’hed.
[...]
Hag e staotit tout a-hed ho potoù
Rak ho pinioù zo dija mouzher
[...]
Bez zo en e vragaoù, barbaou (euzvil) degouezhet
[...]
Sell nend eo ket flask na vak va bazh
[...]
Na gomzit ket din mui e seurt libot
"Hubaöt coz briffaöt" lerot radoter.
"Ar cattel an dar" ur mesker d'ar yod,
Liper d'an darbot ur mestr goarloter
[...]
Holl chas Sant Malou ha bleizi Daoulaz,
Kement dogez bras zo e Plougastell
Ra rai mill bastell eus am bouzelloù,
Mar mankout Aotraou da glask ar vaouez
"Scort he" va "droulin" kaer "bescq ha brinicq".
|