Aneirin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Aneirin, skrivet Aneurin a-wechoù e kembraeg, pe Neirin mab Dwywei (war-dro 525 - 600) a oa ur barzh brezhonek, pe predenek, kontet da vezañ barzh e lez ur priñs en unan eus ar rouantelezhioù brezhon (ha brezhonek) a oa e kreisteiz Bro ar Bikted, anvet e yezh Kembre yr Hen Ogledd, da lavarout eo an Hanternoz kozh.
Taolenn |
[kemmañ] Kembread, Skosad, Breizhad
N'eo ket e Kembre e oa o chom eta, da vihanañ pa oa o skrivañ an oberenn a anavezomp, nag “e kembraeg” e skrive, daoust d'ar pezh a lavar tud zo (rak ar yezh-se ne oa anezhi nemet ur rannyezh vrezhonek d'ar c'houlz-se) met e yezh priñs bro ar Gododdin, a roe bod dezhañ, e brezhoneg kozh an enez, ur yezh tost-kenañ d'ar c'hembraeg, ha ken tost all da vrezhoneg an dud a oa krog da dreuziñ Mor Breizh trema Breizh Vihan. Lakaet eo bet an oberour da skosad ivez war zigarez ma'z eo e Bro-Skos emañ bremañ ar vro ma oa o chom gwechall.
[kemmañ] E varzhoneg veur
Anavezet eo e labour dre un dornskrid eus an XIII-vet kantved anavezet evel Llyfr Aneurin (Levr Aneirin), a oa bet damnevesaet ar yezh anezhañ e krenngembraeg, nemet e chome ennañ roud eus ur yezh kar un tamm mat koshoc'h. An oberenn anevezetañ digantañ eo Y Gododdin, un heuliad kanoù en enor d'ar vrezelourien rouantelezh ar Gododdin a oa kouezhet o stourm a-enep ar Saozon en emgann Catraeth war-dro 603. Marteze eo eus kêr Catterick e Yorkshire (pe kontelezh Evrog) pe eus Dawstane e Liddlesdale ez eus kaoz. N'eo ket aes gouzout da vat petra eo ster resis ar varzhoneg pa vez roet meur a zisplegadenn hervez an arbennigourien.
En ur varzhoneg e kaver ar meneg kentañ , a greder, eus Arzhur, evel pimpatrom an nerzh-kalon, hag ur brezelour kouezhet en emgann zo keñveriet outañ. A-hervez e vije bet Aneurin o kemer perzh en emgann-se ivez hag e vije bet prizoniad war-lerc'h.
[kemmañ] Skridoù
Meur a droidigezh zo eus Y Gododdin e saozneg
-
- gant William Forbes Skene en e Four Ancient Books of Wales (1866),
- gant Thomas Stephens (1821-1875), embannet gant ar c'h-Cymmrodorion Society e 1888.
Hervez Stephens e vije bet Aneurin ur mab d'ar manac'h Gildas (pe Gweltaz), an istorour meur eus ar VI-vet kantved . Kement-se a zo diaes da grediñ, pa ouzer pegen feuls e skrive Gweltaz a-enep ar briñsed a veve en diroll hag er pec'hed.
An embannadur kentañ a dalvoudegezh a zo bet Canu Aneirin Ifor Williams gant notennoù e kembraeg, e 1938. Diwar e labour e voe graet un droidigezh all gant Kenneth H. Jackson e 1969.
- Canu Aneirin (1997) embannet gant Syr Ifor Williams, Gwasg Prifysgol Cymru
- Aneirin Y Gododdyn embannet gant A.H. Jarman. Gwasg Gomer.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Patrom:Gutenberg author
- Celtic literature Collective: The Book of Aneurin, skrid ha troidigezhioù e saozneg.
- Gathering the Jewels: Llyfr Aneirin, Skeudennoù e liv eus an dornskrid.
- Early British Kingdoms: St. Aneirin Gwodryd.
[kemmañ] Levrioù
- Kenneth H. Jackson (1969). The Gododdin: The Oldest Scottish poem, Edinburgh:University Press.
- Rachel Bromwich (gol.), Trioedd Ynys Prydein (Ail arg. diwygiedig, Caerdydd, 1978). ISBN 070830690X
- N.G. Costigan ac eraill (gol.), Gwaith Dafydd Benfras ac Eraill (Caerdydd, 1995). ISBN 0708313043
- John Morris (gol.), Nennius[:] British History and Welsh Annals (Llundain, 1980). ISBN 0850332974
- A.H. Jarman (gol.), Aneirin: Y Gododdin (Llandysul).
- Ifor Williams (gol.), Canu Aneirin (Caerdydd, 1961).
[kemmañ] Un anv
Roet e vez an anv Aneurin e Kembre, hag anavezet eo ar politikour sokialour Aneurin Bevan (1897-1960) a zo bet ministr breizhveuriat evit ar yec'hed. E Breizh eo an anv-se a gaver en anv parrez Plounerin, ha roet e vez an nav Nerin d'ar baotred.
[kemmañ] Sant
Hervez tud zo e vije bet lakaet da sant: [[1]]. Kement-se a c'hallfe displegañ an anv Plounerin, nemet e vije anv ur sant all evel-just.