Antoinette de Maignelais
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Antoinette de Maignelais (ganet war-dro 1420, marvet e 1474), a oa ur plac'h a benn eus ar re goantañ . Keniterv e oa da Agnès Sorel, mestrez ar roue Charlez VII a Vro-C'hall, ha magerez o zeir merc'h e oa.
Pa varvas Agnès e 1450 e teuas davezañ mestrez ar roue war lerc'h he c'heniterv. Neuze e timezas gant André de Villequier. Lakaet e voe gant ar roue adsevel eviti kastell ar Werc'h.
Aozañ a reas ur bagadig merc'hed evit diverrañ amzer ar roue kaezh, hag en o zouez e oa he c'hoarezed-kaer Marguerite de Monteil hag Antoinette de Vauvert anavezet evel "Toinine".
[kemmañ] A Vro-C'hall da Vreizh
Pa varvas ar roue e 1461 avat e voe kaset kuit eus lez Bro-C'hall gant e vab Loeiz XI, hag e kavas repu e Breizh. Eno e vevas gant an dug Frañsez an Eil e kastell Naoned, o zri bugel (François d'Avaugour, Antoine hag Antoinette) o c'hoari gant Anna hag Isabeau, bugale an dugez.
A-hervez e veze paeet he servijoù gant ar roue gall evit spiañ dug Breizh.
[kemmañ] Levrioù
- Philippe Tourault, Anne de Bretagne, Perrin, Paris, 1990, (ISBN 2-262-01212-1)
- Georges Bordonove, Les Rois qui ont fait la France : les Valois 3 : Charles VII le Victorieux, (1985), Pygmalion.
- Georges Minois. Charles VII.