Wikipedia:Ar fazioù stankañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
N'ouzon ket da betra eo graet ar bajenn-mañ. Kompren a ran: berniañ amañ ar fazioù a gaver an aliesañ evitprenañ skiant. Da neuze:
- "ur pajenn", a zo skrivet e-lec'h ur bajenn, pemp linennad a-us da homañ, pa vezer o skrivañ war ar bajenn-mañ (ne weler ket pa vez bet enrollet ar c'hemm). Bianchi-Bihan 6 Meu 2006 da 19:38 (UTC)
Ne oaran ket ivez da betra servij ar bajenn-mañ. Skrivañ a ran amañ bepred un nebeud choazoù yezh :
- E-barzh al levrioù embannet en brezhoneg e vez troet Copyright gant Pep gwir miret-strizh
- Daoust d'an droienn Degemer mat deoc'h bezañ anavezet mat bremañ e soñj din e vehe mat lakaat Deuet mat oc'h a-wezhioù.
A-du ganit penn-kil-troad-hag-ivinoù. Mat e vije ober gant en ivez dirak ur gensonenn: en Arizona, ha neket e Arizona (piv an diaoul zo gouest da zistagañ an dra-se?)Bianchi-Bihan 31 Her 2006 da 17:50 (UTC)