Arkeologiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arkeologiezh : arkhaios "hen" + logos "gouiañs / skiant" + iezh (arkhaiologia e gresianeg)
[kemmañ] Termenadur
An arkeologiezh a zo unan deus skiantoù an den. Klask a ra, dre ober studiennoù war an dachenn, dre studïañ danvez ha gant teknikoù skiantel, resisaat penaos e oa doare an dud gwechall gozh, o liammoù gant o endro, an darempredoù kenetreze, hag o c’hredennoù.
Gant an arkeologiezh e vez adaozet buhez hon hendadoù dre implijañ kement roudenn a zo chomet war o lerc'h (skridoù, rivinoù, relegeier, oustilhoù, livadurioù, podoù-pri, armoù, pezhioù moneiz, bizoù, gwiskamantoù...) a-benn kompren o modoù da vevañ. Dre-se e c'haller anavezout kalz gwelloc’h amzer dremenet ar sevenadurezhioù a-vremañ, hon broioù gwechall, hag e vez komprenet perak emañ ar bed evel m’emañ, ar perag eus an darempredoù etre ar broioù bremañ, betek (marteze) kennig martezeadennoù a-fed an amzer da zont, pe diwall da gaout problemoù en dazont. Rak da-lavaras un den : « ur sevenadurezh hep tremened a zo ur sevenadurezh hep dazont »