Arzhig du
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arzhig du zo ur rummad levrioù a gont buhez un arzhig du gant e vamm hag e dad, evit bugale eus 2 da 4 bloaz.
Krouet e oa bet an istorioù e galleg da gentañ gant Danièle Bour, an oberourez. ' Petit ours brun e oa an anv gallek.
E brezhoneg int bet lakaet gant Arno Elegoet ha Loeiz Elegoet. Gant Bannoù-Heol int embannet.
Embannet e oa bet an istorioù en ur gelaouenn c'hallek evit ar vugale anvet Pomme d'Api adalek 1979. Abaoe 1993 e vezont embannet gant Bayard e stumm albomoù.
Petit Ours Brun a c'haller gwelout ivez e filmoù berr skeudennoù-bev er chadenn skinwel France 5. un deiz marteze e vint kavet e brezhoneg.
[kemmañ] Burutellerezh
Lod tadoù ha mammoù a gav eo familh a c'hiz kozh a weler en istorioù, en doare ma'z eo gwisket an tudennoù ha rannet al labour etre mamm ha tad en ti. Hervezo n'eo ket seurt levrioù a oa da lakaat e brezhoneg.
Koulskoude e reont berzh, en div yezh.