Kaozeal:Astureg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Astureg, asturieg, asturianeg
An tri stumm a gaver er Wikipedia brezhonek. Penaos eo dibabet ar stumm-mañ (astureg) ? N'emañ ar yezh-mañ war ar roll embannet gant Ofis ar brehoneg met marteze e c'hellfe unan eus an Ofis reiñ e soñj. Evidon-me e kavan gwelloc'h an daou stumm all (asturieg hag asturianeg) eget an hini bet dibabet. Ha pa seller ouzh ar stumm orin asturianu e soñj din e vefe gwelloc'h dibab asturianeg.--Yun 19 Kzu 2006 da 16:59 (UTC)
- Ma n'eo ket a-du an dibaberien, chañs ebet da vezañ selaouet. Sur mat e vo kavet ur reolenn bennak kontrol dit. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2006 da 17:26 (UTC)
- trugarez evit da ginnigoù ken pozitivel all adarre. ya, pa vez savet ur penand e vez dibabet ur stumm gantañ/i - diazezet-kenañ eo sevel pennadoù hep titl ebet. gwelloc'h d'am soñj-me - hag ur c'hinnig n'eo ken - ober gant ar stumm "asturieg" diwar "Asturies" (daoust ha ma vez graet gant "astur-lleonés" ha neuze e c'hellfe ar wrizienn bezañ "astur-"). N'eus forzh penaos n'eus kudenn ebet evit kemmañ ar stumm. A-hendall, war a welan e oa bet krouet ar pennad-mañ gant Gwenael ha bet labouret warnañ da c'houde gant Implijer:Pokorny - dibaber ebet en o zouez me gav din! ha ma vefe dibabet ur stumm ganit e teufes ivez d'az trop da vezañ un "dibaber"?
--Neal 19 Kzu 2006 da 17:44 (UTC)