Brahweg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh dravidek eo ar brahwek (pe brahui). Komzet e vez dreist-holl e Baloutchistan (Pakistan)(90%) hag ivez e lec'hioù zo eus Afganistan hag Iran gant 2 vilion a dud en holl.
Daoust ha m'az eus ur yezh dravidek anezhañ ez eo bet levezonet kalz ar brahweg gant ar yezhoù eus familhoù all komzet dro-dro dezhañ betek m'eo dister an niver a c'herioù boutin etre ar brahweg hag ar yezhoù dravidek all komzet e kreisteiz India hag e Sri Lanka.