Broc'h amerikan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() T. taxus
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Genad : | Taxidea | ||||
Anv skiantel | |||||
Taxidea taxus Schreber, 1777 |
|||||
|
Ar broc'h amerikan (Taxidea taxus) a zo ur broc'h kavet e norzh Amerika hag heñvel a-walc'h ouzh broc'h europeat. Bevañ a ra e kornôg ha kreiz ar Stadoù-Unannet, e norzh Mec'hiko hag e kreiz Kanada, e endroioù sec'h ha digor ma vez an douar aes da gleuziañ.
Un dremm tric'hornek en-deus gant roudennoù du ha gwenn hag ur c'horf tagos goloet gant ur blevad gris. Pavioù galoudus en-deus, gant skilfoù hir ha lemmet war hini a-araok. Ar skilfoù eus ar pavioù a revr a zo berroc'h.
Ar vroc'hed amerikan a hemolc'h gwiñvered douarel, logodennoù ha bronneged vihan a arall a dap wechoù'zp dindan an douar. Debriñ a RA naered evened hag amprevaned ivez. Un aneval-noz eo ha ne oañv ket hag en eo nebeutoc'h oberiant e-pad ar goañv.
Gantañ e-unanig e vev e-pad darn vrasañ ar bloaz. E-pad an hañv e vez ar vroc'hed amerikan o parañ met daleet e vez an dougen evit ma vo ganet ar mennoù dindan an douar e-pad fin ar goañv.
N'eo ket en arvar ar broc'h amerikan met kiniget eo e darnioù'zo e annez gant astennadur al labour douar.