Kaozeadenn Implijer:Ch. Rogel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Merour nevez
Ar blijadur em eus kemenn dit ez out bet dilennet hiziv evel pempvet merour ar wikipedia brezhoneg. Gwellañ gourc'hemennoù! Benoni 14 Kzu 2006 da 23:44 (UTC)
- Salut. Evit goulenn an oustilhoù merour eo ret mont amañ: [1]. A galon, Benoni 26 Kzu 2006 da 00:21 (UTC)
Gallout a ri ober pezh a gari d'ar pennadoù boulc'het, kendalc'het, paouezet ganin: n'in ket d'o lenn ken. Leun ma botoù gant doareoù chefed vihan ha ne reont nemet klask lakaat skoilh ouzh al labour. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2006 da 17:53 (UTC)
[kemmañ] sysop
According to the vote on [2] and your request on meta, you have been granted a sysopflag here. Congratulations and success. m:user:effeietsanders 26 Kzu 2006 da 18:46 (UTC)
[kemmañ] afer anvioù brezhonek planedennoù zo
Kaset eo bt ar gerig-mañ d'an holl dud bet roet o soñj betek-hen diwar-benn afer anvioù ar planedennoù e brezhoneg. a-raok mont pelloc'h e fell din disklêrian ec'h eo ingal din ez personel penaos e vo graet eus ar blanadenn-mañ'r-blanedenn e brezhoneg rak n'on ket ur mailh war an tachenn ar steredoniezh na tamm ebet. Chalet on un tammig avat gant ar prim ma c'hell an traoù vont war hent an tagadennoù personel e lec'h sevel arguzennoù poellek evit difenn sav-poent pep hini. Goût mat a ran an aezet e c'hell bezañ tagañ ha bezañ taget, peurliesañ hep ober a-ratozh dreist-holl pa vez kemmet, a-wezhoù re vuan all, titl ur pennad bet savet ganit... Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. Pa vez displeget arguzenniñ pep hini e ranker klask arguzenniñ en un doare poellek atav, hep fuloriñ hag hep tagañ tud all en un doare personel. Bez' e c'heller bezañ a-enep da sav-poent unan bennak, zoken ar re sotañ. hep o zagañ ez-personel. Evit achuiñ, fellout a ra din ivez lâret e kav din o devez implijerion/ezed zo re a aon rak ar verourion. E gwirionez n'int nemet implijerion/ezed orin gante un nebeud galloudoù ispisial (nebud-tre e gwirionez hag hepte ne vefe ket tu d'ar raktres en em difenn rak taolioù-vandalerezh. Aze emaint evit sikour an dud, ha n'eo ket evit feukiñ anezhe. Ar gwir o dvez ar verourion avat, dres evel an implijerion/ezed all, da gemer perzh e pep kaozeadenn hervez o c'hoantoù, met ma kemeront perzh n'hallont ket lakaat da dalvezout o gwirioù-merañ war an aferioù resis-se. Ra vo kavet un diskoul evit afer anvioù ar planedennoù. A galon,Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 16:07 (UTC)
[kemmañ] etrefas
- Keloù evit ar verourien : Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh a oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:59 (UTC)
[kemmañ] Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh
Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremann, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)
- Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)
[kemmañ] Implijerien faos
Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:40 (UTC)
[kemmañ] Kemennadenn kaset d'un implijet evel merour
Amañ e kavi testenn eilet ur geriag am eus kaset evel merour da v-Bianchi-Bihan a-divout kudenn an doare bet divizet betek hen d'ober war ar Wikiepdia-mañ evit ar pezh a sell ouzh an anvioù vivoutin gresianek. Pedet out ivez evel-just da reiñ da soñj koulz war ar gerig bet kaset d'an implijer-se war eeun ha war kudenn an treuzskrivañ dre vras.
[kemmañ] Treuzskrivadur anvioù divoutin gresianek
Goût mat a ran n'eo ket bet tizhet c'hoazh ur c'henemglev hollek war an dachenn-mañ, met keit ha ne vo ket bet tizhet e pedan ac'hanout da doujañ ouzh an damemglev da c'hortoz o tennañ d'an diforc'h etre theta (Θ, θ) ( > th) ha tau (Τ, τ) ( > t) diouzh un tu hag upsilon (Υ, υ) ( > y) hag iota (Ι, ι) ( > i) evit an anvioù divoutin gresianek d'an nebeutañ. Reuz 'zo bet war an dachenn-mañ dija ha d'am soñj ne vefe ket yac'h mont re bell ganti ur wezh all c'hoazh. Marteze a-walc'h n'out ket a-du gant an dibaboù bet graet betek-hen na gant an niver a dud bet kemeret perzh en divizoù war an dachenn-mañ, met nac'het ec'h eus reiñ da ali daoust ha m'out bet pedet ez personel ha meur a wezh lâret da soñj ha n'eo ket peogwir e van unan bennak er-maez eus ur c'hendiviz ma c'hell chom hep doujañ ouzh ar c'henemglevioù (da c'hotoz pe da vat) tizhet. Gwell e vefe din ma vefe tu da dizhout un emglev ganit-te abalamour dresit-holl d'an niver a bennadoù bet savet ganit o tennañ d'an dachenn-mañ, met mar ne fell ket dit kemer perzh e ranko ar gumununiezh kas ar c'hendivizoù war-raok ha tizhout kenemglevioù hepdout, en ur c'hoût e c'hello bezañ kemmet an damemglev da c'hortoz menneget a-us seul wezh ma teuio muio'ch a dud da gemer perzh er c'hendiviz hag a zo war ar stern c'hoazh gant alioù disheñvel. Evit poent avat e vo klasket lakaet e plesutr an troùigoù bihan hag a zo bet gellet lakaet meur a hini (hag a c'hell bezañ bihan o niver, met, hen adlâret a ran, n'heller ket rediañ a dud da gemer perzh) da sevel a a-du gante betek-hen. A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 4 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)
[kemmañ] Pilori? Eoul war an tan?
Mat vije dit d'am soñj paouez lakaat war an ti-chopin kemenadennoù kaset dit war da bajenn bersonel. An eil gwech eo e rez kement-mañ en un nebeut devezhioù ha chalus-tre eo. Ne gomprenan ket da jeu: lakaat Bianchi-Bihan war ar pilori? Lakaat eoul war an tan? Ar c'hudennoù etre daou zen, ha pa vefe Neal ha Bianchi-Bihan pe me ha n'ouzan ket ken piv, n'int ket da vezañ lakaet war ul lec'h foran evel an ti-chopin. An doare gwellañ eo da washaat an tabutoù, da zistruj tud. Feuket hon gant da zoare da ober! Benoni 6 C'hwe 2007 da 00:23 (UTC)
- a-du. Ne blij ket din-me ivez na zoken da vBianchi-Bihan e-unan war a welan.
Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 07:52 (UTC)
[kemmañ] Kemennadenn - anvioù gresianek
Mont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.
Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.
Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:
Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1
A galon, --Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:47 (UTC)
[kemmañ] Kempenn kinnigoù (votadeg)
O klask kempenn hag eeunaat ar c'hinnigoù da geñver ar votadeg da vezañ savet a-divout an doare da dreuzskrivañ anvioù divoutin gresianek a-benn sklaeraat an dibaboù un tammig ha goulenn a ran da asant evit adlec'hiañ an evezhiadennoù bet graet ganit evit lakaat anezhe da glotaat, mar bez tu, gant kinnigoù resis? A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 12:16 (UTC)
[kemmañ] Kendiviz reolata war ar rummadiñ
Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)
[kemmañ] Goulenn "micherel"
Salut dit. Gwelet a ran az teus distouet lizherennoù an titloù er pennad Maodez. Koulskoude em eus desket ober e-giz-se evit menegiñ mamennoù ma studiadennoù Istor. O teuler ur sell ouzh levrioù Clio (un dastumad Istor brudet) e welan e reont heñvel ouzhin (un embannadur kozhig eo, gwir eo. Boden, n'on ket ken yaouank ken, gwir eo, ha marteze ez eus bet cheñchamant ba'r maner dibaoe? Petra eo ar reolennoù AFNOR 44-050 ha 44-063-se dre vras?--Kadwalan 21 C'hwe 2007 da 14:04 (UTC)
Evit gwir, mesket 'm eus un tammig ar reoladoù peogwir ne vez ket graet mesmestra evit an daveoù a denn d'an unskridoù (monographies = levrioù war un tem hepken dre vras) hag ar re a denn d'ar bennadoù. Ret eo italaat (stouiñ al lizherennoù, mar karit) evit ar re gentañ. Setu ar framm da vezañ heuliet ( Pennad "Bibliographie" er Wikipedia gallek ):
Normes de présentations bibliographiques
Il existe deux principales normes de présentation bibliographique, l'ISBD orientée vers le catalogage et la norme ISO 690, adaptée en France à travers la norme AFNOR NF Z 44-005-2, orientée vers l'édition.
Dans le cas le plus simple une référence bibliographique se présente ainsi :
Norme ISBD
Titre : Sous-titre / Prénom et nom de l'auteur. – Lieu d'édition : éditeur, année d'édition. – Nombre de pages ; Format. ISBN
Norme ISO
* Pour une monographie : NOM (Prénom), Titre, éditeur, lieu d'édition, année d'édition. * Pour un article : NOM (Prénom), « Titre de l'article », in Titre de la publication, tomaison, année, page(s).
Emberr : an talbennoù italaet evit an unskridoù hag an talbennoù etre skrabigoù evit talbennoù ar pennadoù + talbennoù ar mareadegoù (= périodiques) da vezañ italaet. Pep ger latin a zo da vezañ italaet.
Divankañ ar rin al levrrolladurioù (reishoc'h eget levrlennadur a zo da vezañ implijet evit ar rentaoù-kont), met n'eo ket un afer. --Ch. Rogel 23 C'hwe 2007 da 16:46 (UTC)
Ar reolad Z 44-050 a zo evit katalogañ an unskridoù : termeniñ a ra kinnigadur an ISBD (roll hag endalc'h an takadoù ha roll ar pennvenegoù). Reolad Z 44-063 a zo evit katalogañ ar mareadegoù.
-
- Trugarez evit da respont. Me' soñje din a-walc'h.--Kadwalan 26 C'hwe 2007 da 03:27 (UTC)
[kemmañ] An anv stêr Gwilen
Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus savet ha labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [3]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:17 (UTC)
[kemmañ] Intéressé par la langue bretonne?
Bonjour,
J'habite en Bretagne dans le Finistère, dans une région où beaucoup de gens parlent le breton. J'ai commencé à étudier un petit peu le turc et j'ai vu quelques points communs (pas beaucoup) avec le breton. Un Turc de ma ville me dit que la région de la Mer Noire ressemble un peu à la Bretagne. Je cherche un Wikipédien francophone ou anglophone qui s'intéresserait au breton et/ou aux langues celtiques. M'écrire en français ou en anglais sur ma page du Wikipédia en breton (sur la page "Kaozeadenn" = "discussion")- br:Implijer:Ch. Rogel
- Kenavo, je viens de découvrir votre message sur une page de Meta. En effet je me suis intéressé avec le breton et la culture celte. Hélas je ne connais que dire "kenavo" et "ker" veut dire "maison". --Mskyrider 17 Meu 2007 da 18:59 (UTC)
[kemmañ] Breur
Skrivet 'teus: ar memes tad eget krouadurioù all. Memes eget n'emañ ket e brezhoneg. "memes ha" pe "memes evel", nemetken . A galon. Bianchi-Bihan 24 Meu 2007 da 03:41 (UTC)