Charlez VII a Vro C'hall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur roue gall eo bet Charlez VII a Vro-C'hall (eus 1422 da 1461) war-lerc'h e dad Charlez VI, aet da foll. Ganet eo bet e Pariz e 1403 ha marvet eo bet e Mehun-sur-Yèvre e 1461. Evel daofin dilezet hag evel roue en deus stourmet enep ar Saozon o doa kemeret ar galloud war lodenn vrasañ e rouantelezh ken e teuas da-benn skarzañ anezho kuit e 1453 ha dre-se en deus lakaet un termen da Vrezel Kant Vloaz. Lesanvet eo bet "roue bihan Bourges" gant e eneberien.
[kemmañ] Buhez
E 1417 e resevas dugelezh ar Berri, met e tleas e 1418 mont kuit eus Pariz dindan gwask e eontr, Yann Dispount, dug Bourgogn, hemañ o klask tapout ar rouantelezh.
Dre feur-emglev Troyes (1420) e anavezas ar Rouanez Izabel a Vavaria m'en doa ar roue saoz Herri Var beli war ar rouantelezh gall ken e veze dishêret an daofin Charlez (mab chomet nemetañ Izabel ha Charles VI) war abeg ma vije ur bastard anezhañ. Nac'hañ a reas e stad Charlez hag e stalias e lez kêr-benn e dugelezh,Bourges, e kreiz ar rouantelezh, evit ren ar brezel enep ar Saozon. Eno e embannas e 1418 bezañ lezroue pa oa e dad klañv-fall e benn.
E 1419 e asantas kaout un emglev gantt Yann Dispount war ur pont e Montereau. An traoù a yeas ken trenk etre aotrounien an daou gostez ma oe savet Charlez diouzh ar marv gant Tangi ar C'hastell hag e oe kontellet d'ar marv e eontr Yann, dug Bourgogn.
Kaset e voe eus Bourges da Reims gant Janed Ark da vezañ kurunennet eno. War e lerc'h ez eas e vab Loeiz XI da roue.
Brudet eo e vestrez Agnès Sorel, nebeutoc'h an hini a gemeras he lec'h e gwele ar roue, Antoinette de la Maignelais, a rankas mont da repuiñ da Vreizh war-lerc'h marv ar roue.
Rummadoù ar bajenn: Frañs | Istor | Tud | Labour a Chom