Cher (stêr)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Cher (Char en okitaneg) zo ur stêr eus kreiz Bro-C'hall, adstêr d'al Liger war he lez kleiz, ha dezhi 320 km.
Emañ hec'h andon e Menezioù-Kreiz Bro-C'hall, ha tremen a ra dre gêrioù
- Montluçon (en Allier (departamant))
- Saint-Amand-Montrond ha Vierzon er Cher (departamant)
- Teurgn en Indre-et-Loire
Adstêrioù zo dezhi ivez. Bez ez int anvet: Tardes, Aumance, Yèvre ha Sauldre.
Labourioù bras divent a oa bet aozet e Teurgn gant ar maer Jean Royer e dibenn ar bloavezhioù 1960 evit reizhañ ar stêr Cher, disuj ha disent.