Concordia (doueez)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Concordia eo anv doueez roman ar c'hengompren, an emglev en tiegezhioù, etre ar priedoù. A-wechoù ne ouzer ket ober ar c'hemm etre he c'hoar, ar Peoc'h, ha hi.
An templ koshañ savet dezhi a oa er Forum Romanum. Savet e voe e 367 kent JK gant Marcus Furius Camillus. Alies en em vode Sened Roma ennañ.
[kemmañ] En arzoù
Diskouezet e veze Concordia en he c'hoazez, en he sae hir, o terc'hel ur patera (bolenn aberzhoù) hag ur g-cornucopia.
Klotañ a ra gant doueez Hellaz Harmonia. An doueez kontrol dezhi eo Discordia.