Doare distagañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Doareoù disheñvel zo da broduiñ ur gensonenn hervez fonetik an distagañ. Setu roll ar re bennañ:
Dre fri: Leusket vez da dremen an aer dre ar fri hepken, dre serriñ ar genoù gant ar staon, d.s. /m/, /n/
Stokus: (saoz. 'stop consonants'): Mont war gresk er genoù a ra gwask an aer o tont eus ar skevent pa vez stanket anezhañ penn-da-benn dre dostaat betek serriñ elfenn fonadur evel an dent hag ur weuz, an diweuz, kein an teod hag ar staon, d.s. /p/, /b/. Bez' e c'hellont bezañ tarzhus pe get, hervez an doare da leuskel nerzh ar gwask da vont kuit, pe d'un taol (kensonenn darzh, saoz. 'plosive') pe tamm-ha-tamm (kensonnenn stokus didarzh, saoz. 'unreleased stop')
Dre c'hwezhañ: (saoz. 'fricatives') Tostaet e vez div elfenn fonadur an eil diouzh eben hep o serriñ penn-da-benn evit leuskel an aer da dremen etreze. Damharzet e vez memestra red an aer en ur dremen, setu ma ra trouz hag e sav ur sonenn diwarnañ, d.s. /f/, /s/.
Dre fic'hal: (saoz. 'affricatives') Kregiñ a reont evel kensonennoù stokus ha mont war-lerc'h evel kensonennoù dre c'hwezhañ, d.s. /tS/, /dZ/.
Kensonennoù dre dostaat:: (saoz. 'approximants') Damserret e vez an elfennoù fonadur met nebeutoc'h c'hoazh evit gant ar c'hesonennoù dre c'hwezh. N'eus tamm frotadur evbet neuze rak ne vez ket harzet red an aer, d.s. /w/, /r/. Dre ma n'eus tamm frotadur ebet gant red an aer e vez graet damvogalennoù (saoz. 'semivowels') ha damgensonennoù (saoz. 'semiconsonats') anezhe.
Kensonennoù dre dostaat a-gostez: (saoz. 'lateral approximants') Kensonennoù dre dostaat ispisial eo ar re-mañ. Graet e vezont dre tostaat kostezennoù an teod ouzh mogerioù ar genoù, d.s. /l/
Kensonennoù dre lopat: (saoz. 'taps' pe 'flaps') Skoet pe lopet e vez ur wezh dre serriñ ha digeriñ diouzhtu war-lerc'h red an aer o tont eus ar skevent. Kavet e vez er spagnoleg 'caro'.
Kensonennoù fraoñv: (saoz. 'trills') N'eo ket ur wech met meur a wech e vez skoet buan-ha-buan, ds. er spagnoleg 'carro'.
Kensonennoù strakal: (saoz. 'ejectives') Kensonennoù stokus ispisial eo ar re-mañ. Gante e vez produet kresk gwask and aer hag an tarzh kreñv a deu war-lerc'h e-barzh ar genoù dre serriñ an hogedenn ha n'eo ket gant al lien-kig evel boaz. Kavet e vez seurt sonennoù e yezhoù evel an amarikeg komzet en Etiopia.
Kensonennoù tarzh a-ziabarzh: (saoz. 'implosives') Kensonennoù stokus ispisial eo ar re-mañ ivez. Kaset e vez an aer da redek en tu gin dre lakaat an hogedenn da vont war izelaat. Kavet e vez seurt sonennoù e meur a yezh en Afrika.
Klikoù: (saoz. 'clicks') Sonennoù ispisial eo ar re-mañ kavet dreist-holl er yezhoù Khoi-San e Su Afrika. Kavet e vezont ivez e yezhoù afrikanat all evel ar zouloueg pe ar xhosaeg dre al levezon gant ar yezhoù-se. Damheñvel eo ouzh an trouz a reer evit lakaat ar c'hezeg da vont war-raok.
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |