Emgann Aegelesthrep
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Emgann Wippedesfleot | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|||||||
|
|||||||
Emgannerien | |||||||
Brezhoned | Saksoned | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Vortigern | Hengist Horsa† |
||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Tud lazhet | |||||||
Dianav | Horsa |
Emgann Aegelesthrep a enebas ar vrezhoned ouzh ar saksoned. N'eo anavezet nemet dre un arouedenn eus Kronik Angl-ha-Saozon :
- Her Hengest 7 Horsa fuhton wiþ Wyrtgeorne þam cyninge, in þære stowe þe is gecueden Agælesþrep, 7 his broþur Horsan man ofslog; 7 æfter þam Hengest feng to rice 7 Æsc his sunu.
- Aze e stourmas Hengest ha Horsa ouzh ar roue Vortigern el lec'h anvet Agælesþrep. Lazhet e voe e vreur Horsa. Goude-se e kemeras Hengest ar rouantelezh gant e vab Aesc.
N'eo ket sklaer piv a c'hounezas. Hervez John Morris e oa an emgann un darn eus un argadeg saoz war-du Londrez. Harpet e voe, war a seblant, hag en ne voe ket peurtrec'het Hengest rak barrek e voe da faezhañ ul lu brezhon ur bloaz diwezhatoc'h e Emgann Crecganford. Hervezañ e oa an hevelep emgann hag hini Rithergabail.
Emgannoù an Emsavidigezh Sakson | ||
Aegelesthrep | Crecganford | Wippedesfleot |