Emgann Natanleag
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Emgann Natanleag | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Adsavadur un tokarn sakson |
|||||||
|
|||||||
Emgannerien | |||||||
Caer Gwynntguig | Gewissae | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Nudd† | Cerdic Wessex | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Tud lazhet | |||||||
Dianav | Dianav |
Hervez ar c'hronik Angl-ha-Saozon en-defe trec'het Cerdic Wessex, na oa nemet penn-brezel ar Gewissae d'ar mare-mañ, ur roue brezhon Natanleod e anv e-kichen ar pezh a zo hiziv kerriadenn Netley. 5000 a dud en-defe lazhet. Abegoù ez eus d'e ziskrediñ :
- Ar sifroù roet ganti a zo faltazius. 5000 a dud a vefe un arme vent evit ar mare-hont - e emgann Hastings n'en-do Harold Godwinson, roue an holl vro-Saoz, 7000 - 8000 a dud.
- Diwar anv lec'h an emgann e voe anvet ar roue brezhon faezhet. "Lec'h Gleb" a dalvez Natanleag.
- Penn ar Saksoned, Cerdic, en-deus un anv brezhon. Diaes eo neuze da grediñ ar c'hronik Angl-ha-Saozon pa lâr e oa penn ur strollad a saksoned o paouez da zilestriñ e Hampshire.
Ne dalvez ket an traoù-se ne oa ket un emgann e Natanleag met un darvoud lec'hiel e voe moarvat. Enebiñ a reas, war a seblant, ur penn-brezel brezhon eus rannvro Winchester, Cerdic ouzh unan eus e amezeien, Nudd e anv. Eus soudarded sakson e oa kenaozet lu Cerdic, moarvat, ha saksonekaet bunan tre e voe ar rouantelezh e savas.
[kemmañ] Pouez Istorel
Gwirheñvel eo ne voe ket kavet pouezus emgann Natanleag gant kempredidi Cerdic. En aotren a reas da sevel ur riez vihan hag a yelo da Wessex, avat. Ur pouez istorel bras a voe gantañ zoken ma voe dister e efedoù diouzh-tu.