Ernest Renan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ernest Renan (1823-1892) a zo bet ur skrivagner hag ur prederour breizhat ha gall. Ganet eo bet e Landreger, mab d'ur c'habiten kennwerzh, hag eno e tremenas e vugaleaj en un endro brezhonek hag diouzh-se e teskas komz brezhoneg flour. Mervel a reas e Pariz.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Fellout a rae dezhañ mont da veleg hag ez eas d'ar c'hloerdi e Pariz evit studiañ an deoliezh, met gwelloc'h e kavas mont da gelenner war al Lizhiri klasel hag yezhoù ar Reter-Nesañ. Tremen a reas an agregasion war ar brederouriezh, mont a reas da doktor war al Lizhiri ha da gelenner war an hebraeg. Brudet-bras e voe en e amzer peogwir e savas a-enep an Iliz katolik e anv ar skiant ha studi ar skridoù sakr en un doare skiantel. Beajiñ a reas er Reter-Nesañ, da vont da studiañ gwrizioù ar relijion kristen el lec'h ma oa ganet.
Prenañ a reas ur perc'hennaj anvet Rosmapamon e Louanneg e-lec'h ma teue e-pad e vakañsoù hag e reseve meur a benn uhel. Plijoù a rafe dezhañ kouviañ Anatol ar Bras, Charlez ar Goffig, Narsis Kellien hag all evit debriñ "koanioù keltiek".
[kemmañ] Levezon
Berzh a reas e levr "La Vie de Jésus" a voe kondaonet gant an Iliz katolik. Kinniget e vez e skrid "Qu'est-ce qu'une nation?" (Petra eo ur broad?) da studiañ er skolioù-meur hiziv c'hoazh, ha gwelet eo evel unan eus tadoù ar Republik gall.
E Breizh ivez e oa bras e vrud ha gwelet e veze evel unan eus ar re a rae enor d'ar vro, dre ma oa enoret e Pariz. Bras e voe e levezon war republikaned e amzer ha war ur brezhoneger ha gwerinour evel Fañch an Uhel, a gavas ul labour dindan ar Stad a-drugarez dezhañ.
E levr Souvenirs d'enfance et de jeunesse a zo bet lennet kalz e Breizh ha dreist-holl e Bro-Dreger.
Reuz a voe e kêr Landreger pa oe kaoz da sevel un delwenn dezhañ tre dirak an iliz-veur hag kannadegoù a oe etre katoliked, ur bochad Leoniz degaset gant o beleien en o zouezh, ha republikaned ar vro.
[kemmañ] Levrioù
- Vie de Jesus (Buhez Jezuz), buhez-skrid, 1863
- Histoire du peuple d'Israël, 1894
- Drames philosophiques, 1886
- Essai sur la poésie des races celtiques
- Souvenirs d'enfance et de jeunesse (Eñvorennoù bugaleaj ha yaouankiz), 1883
[kemmañ] Da welet
E Landreger e c'heller gweladenniñ an ti ma vevas ennañ pa oa bihan.