Fanaloka
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Eupleridae | ||||
Iskerentiad : | Euplerinae | ||||
Genad : | Fossa | ||||
Anv skiantel | |||||
Fossa fossana (Müller, 1776) |
|||||
|
Ar fanaloka (Fossa fossana) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an eupleridae o vevañ e Madagaskar. Ur bronneg bihan eo. Muzuliañ a ra 47 cm gant ul lost a 20 cm ha pouezañ a ra 2.5 kg. Heñvel eo dre e feson hag e emzalc'h ouzh ul louarn bihan. Ur blevad gell-gris eñ-deus gant roudennoù du o redek eus al lost betek ar penn. Gwalennoù du eñ-deus ivez war-dro e lost. Ar roudennoù a ya da dachennoù war ar c'hof. Berr ha moan tre ez eo ar pavioù met n'eo ket sur hag o-deus skilfoù kuzh pe get.
Kavout a reer ar fanaloka er c'hoadegoù klouar eus Madagaskar. Un aneval-noz eo met n'anavezer ket hag e vev gantañ e-unanig pe e kouploù. Debriñ a ra bronneged vihan, amprevaned ha vioù.
En em ouennañ a ra etre mizioù eost ha gwengolo ha genel a ra ar barrezed ur menn goude un dougen a tri miz.
N'anavezer ket hag eo kinniget ar fanaloka. Ral eo avat ha gloazus eo barnet gant an IUCN