Felibrige
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skol lennegel savet e Provañs gant Frederic Mistral, Teoudor Aubanel, Jouzep Roumanil ha pevar ag o mignoned, evit skrigañ adsav lennegel an okitaneg. Ar felibrige en-deus ar h/capoulier èl prezidant, hag an naù-ha-daou-ugent majouraùs, a zibab anehoñ, èl parlament. Àr-dro 1850, ar werzourion okitanat a sant an afér en em dastum, hag en em kempenn, get ar soñj rein un alan neùé d’ar lennegeh hag ar yeh oc. Int a za arleh an diaraogerion : an abat Millot (Histoire littéraire des troubadours, 1794), Fabre d’Olivet ha Raynouard (Choix de poésies originales des troubadours, 1816-1821). Hiè a fall dehé derhel un hengoun barzeg, a za ag ar «chansos» ag an troubadours, hag eùéhein purted ar yeh. E wir, ur skol arall a oé dija pa Frederic Mistral a oé yaouank hoah, « li troubaires », e Marselha, met he izili a oa stummet hepken get ar gér. Ar Felibrige, ganet e Provañs a laboura aveit rah ar Vro Oc.
Neuzen, ar 21 ar miz mê er blé 1854, e-barh ar hastell ha Font-Segugna, en em vod seih ezel ar skol provañsalat : Jousep Roumanilha, Frederic Mistral, Teoudor Aubanèl, Ansèume Matiéu, Jouan Brunet, Adòufe Tavan e Pau Gierà. Mistral a gennig dehé an hanù «felibres», deit ag ur ganaouenn goh relijiel (e-menn ar Verhez Maria a zispleg hi en-des kavet e mab e-barh an tampl «é-mesk ar seih felibres ar lézenn»). Ar hetañ izili ag ar felibrige a zo enta «doctored ar lézenn». An hani kohhan zo Roumanilha, obérour a li Pascareleto, (bleu-Pask) e 1847 hag a li Pantaiaire, (an hunvreourion) e 1851. Eañ en-des skrivet eùé en obéreu kumun èl li Prouvençalo, ( ar Brovañsalezed / yeotenneu ar Verhez) 1852.
An hanù-mañ « felibres » a za ag ur fari poblek. Ar ganaouenn a oé anaùet a kanour da selaouer hag an dud en-des komprennet enta : « li sèt felibres de la lèi » (ar seih felibred ag ar lézenn), pa red e oa komprenn « li sefers, libres de la lèi » (ar seferieu, leorieu ar lézenn). E wirionné, ar gir « sefer » n’eo ket kalz anaùet. Ur gir hebraek eo, ur sefer a zo ur roled, èl e oent a-raok ar leorieu, èl e talh ar brofeted àr an ikoneu. Ar gir-mañ, « felibres », ganet ag ur fari, ar gir-mañ, heb boud ha kevrinus, en-des plijet enta da Mistral.
An emzaù a gemer e lañs, hag int a rek gober ur framm d’ar bagad. E 1876 ar Felibrige a lakaa pemp « mantenencios » (Lengadok-Arvern-Limouzin ; Gwaskogn-Bearn ; Gwiena-Perigord ; Velai; Rousilhoun ; Provañs) ; peb unan a zo melestret get un « sendic ». Hiriù an dei ema ar mantenéncios seih. E-pad gouelieu a Santa-Estèla e vé dibabet ar « h/capoulier », ha majouraùs neùé a vé emzilet pa ‘z eus lehieu. E 1884, Roumanilha a za « capoulier » goudé Frederic Mistral. An hani a zo bet fur pa ne fellas ket dehoñ chom « majourau » rah e vuhé. An emzaù n’a vehe moarvat ket padet e varù.
Mistral, a skriù oll e obéreu e yeh Oc, a skeudenna mad obér ha pal ar Felibrige; e vrud broadel hag etre-broadel zo daeit get Mireio e 1859. Met eañ a skrivas eùé ar vurhudus Calendau ha Lo Poema dau Ròse, (Barhonieh ar Rhône). Ispisialourion lennegeh a laka an deveañ ar-lein e obéreu arall.
Ar felibred a zo tud é labourad eid ar yeh. Peb unan n’eo ket barh, met peb unan a laboura aveiti. Ar simpl « felibres mantenèires » (felibres dalhourion) a skriv kontadenneu ha fentigelleu, a ra hoariva, a gan e yeh oc. Ar « mèstres d’òbra » (mistri-labour) a skriv pennadeu diàr an Istor, an Douaronieh pe ar Lennegeh oc. Int a ra kazetenneu, arvesteu ha darvoudeu a peb sort. Ar « mèstres en Gai Saber » (mistri e Gouzoud Laouenn. « Gouzoud Laouenn » a oé hanù ard skrivein e Grennamzér) a zo ar skrivagnerion wir.
Peurvuiañ an hanter-hant « majouraus » (49 hag ar h/capoulier) a oé e-raok « mèstres en Gai Saber », ha pe n’eo ket rekiz. Hiriù an dei, capoulier eo an Aotrou Pèire Fabre.
Provañs a zo ar rannvro e-menn ar felibred a zo niverusañ. An eil rannvro zo Arvern. Ar felibrige a zo ar gevredigeh unan a zo e peb rannvro ar Vro Oc.