Frañsez a Vro-C'hall, dug Breizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Frañsez a Vro-C'hall, ganet e 1517 e kastell Amboise ha marvet e Lyon e 1536, a oa mab henañ ar roue Frañsez Kentañ a Vro-C'hall ha dugez Breizh Klaoda a Vro-C'hall. Daofin Bro-C'hall e oa eta, ha dug Breizh dindan an anv Frañsez III.
Daofin Bro-C'hall e voe anvet evel hêr ar roue gall e 1518. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e 1524. E 1525 e voe kollet emgann Pavia gant e dad, a gouezhas etre krabanoù e enebour bras Charlez V a Vro-Spagn. Dieubet e voe ar roue gall, met evit se e rankas fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. Pevar bloaz e chomas an daou vreur e Spagn, eus 1526 da 1530.
E 1532 e voe kurunennet evel dug Breizh e Roazhon gant an eskob Eozen Maeeuc, nemet ne renas ket pa oa dalc'het an dugelezh gant e dad.
Mervel a eure Frañsez III a Vreizh e 1536 e Lyon, unnek vloaz a-raok e dad. 19 vloaz e oa, dizimez ha divugel. E vreur Herri eo a voe roue Bro-C'hall ha dug Breizh war e lerc'h.