Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gabrielle d'Estrées hag ur c'hoar dezhi, an dugez a Villars |
![]() |
livour dianav, war-dro 1594 |
96 × 125 cm |
Louvre |
Gabrielle d'Estrées hag unan eus he c'hoarezed zo un daolenn eus Mirdi al Louvre e Paris ma weler Gabrielle d'Estrées, a greder, da lavarout eo serc'h ar roue gall Herri IV a Vro-C'hall, o kibellat gant unan eus he c'hoarezed.
N'ouzer ket gant piv e voe livet an daolenn, war-dro 1594.
En o noazh emañ an div vaouez, hag evel ma oa ar c'hiz betek dibenn an XIX-vet kantved (Gustave Courbet), ez eu kavet un abeg da guzhat moudenn ar maouezed. Anaout a reer Gabrielle diouzh he c'hoar
- abalamour d'ar walenn zo ganti, roet dezhi evel prof ha prouenn a garantez gant ar roue, marteze e walenn-roue, an hini a voe roet dezhañ da zeiz e guruniñ,
- abalamour, a soñjer, ma kemenn evel-se eo brazez diwar ar roue eus o bugel kentañ, César de Bourbon(pevar all a vo)
- gant he c'hoar o sellout ha laezh zo ganti, .
- gant ar vatezh o c'h ober stamm
- gant an oaled o tommañ, arouez kof ar vamm.
Evit karantez ar roue hag e bried-kleiz a zo diskouezet gant al livadur ouzh ar voger a-dreñv hag ar walenn roueel. Taolenn an dornioù kleiz eo : hini ar c'hoar o piñsat ar vronn, hini an dorn gwalennet, hini ar vatezh o wriat.
Ouzhpenn-se, war ar poltred en diadreñv e weler gaol un den en e noazh ivez. Kontet e vez emañ o terc'hel e galc'h en e zorn. E gwirionez ez eus un tamm lien ruz war e c'haol. Met aesoc'h eo da welout er mirdi. Emañ al livadur el Louvre e Paris.