Gouel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur gouel a zo ur prantad amzer ma klask ur strollad tud pe un darn eus an denelezh ober ul lid pe kaout un tamm laouenidigezh e-keñver un darvoud, un den ordinal pe nann ordinal. Prantad ar gouelioù a c'hell bezañ hini ul lid relijiel pe geodedel. Bez ez eus gouelioù evit abegoù foran : gouel en enor d'ar vro, d'ur sant pe evit degas soñj d'un darvoud pozitivel (trec'h, savadur, dieubidigezh...) pe en enor d'ur sant, d'un den illur pe evit lidañ ar mareadoù, diwezh an eost hag all. Gouelioù prevez a vez ivez evit enoriñ un den pe ur strollad tud, evit lidañ deiz-ha-bloazioù, disoc'hoù mat, produioù nevez...
[kemmañ] Gouel ha fest
E brezhoneg e kaver ar ger fest a zo kevatal da "gouel" ha lavaret eo bet gant lod ne veze ket implijet gwechall ar ger gouel evit an darvoudoù nan relijiel. Koulskoude eo bet adkavet gant Gwennole ar Menn m'eo bet implijet gouel evit ur fest lik ken abred hag e-kreiz an XIXvet kantved.
[kemmañ] Gouelioù relijiel
Da vezañ kendalc'het