Hauts-de-Seine
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hauts-de-Seine eo anv unan eus an departamantoù gall zo bet savet en-dro da gêr Bariz. Unan eus ar re binvidikañ zo e Bro-C'hall eo: eno emañ sez un toullad chadennoù skinwel gall, hag eno e vez marilhet ar muiañ a girri-tan.
E-pad meur a vloaz eo bet dalc'het an departamant gant ur skipailh renet gant Charles Pasqua, bet prezidant ar SAC a-raok bezañ ministr an Diabarzh. Hiziv eo Nicolas Sarkozy a zo prezidant Kuzul an Departamant.
Nanterre eo pennlec'h an departamant.