Japa mala
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un doare chapeled eo ar japa mala (diwar ar sañskriteg: जप japa "lâret chuchumuchu" ha माला mālā "tro-goûg" pe "garlantezenn") pe mala gantañ 108 boulenn. E penn ar mala e vez kavet ar 109vet boulenn anvet ar voulenn soumerou, stoupa pe gourou.
Graet e vez ar re implijet gant an Hindoued vichnourion/ezed gant toulsi dre vras keit ha ma vez graet ar re implijet gant ar shivourion/ezed gant roudrakcha. E Tibet e vezont graet a-wechoù gant esker loened pe c'hoazh tud, en o zouez ar re boezusañ graet gant eskern lamaed. Implijet e vez meur a danvez ivez, en o zouez mein dambrizius ha santal.
Implijet e vez gant ar voudisted hag ivez gant an hindoued en India hag en Tibet evit kontañ ar wechoù ma vez lâret gante ur mantra, da lâret eo ur frazennig verr lâret hag adlâret gwech ha gwechall.
Pa implijer ur mala e kreger da gontañ gant ar voulenn a-dehoù f'ar voulenn gourou ha pa vezer achu da gontañ 108 e vez eilpennet ar mala kentoc'h evit treuziñ ar 109vet boulenn ha neuze e vez kroget en-dro o vont en tu kontrol. Dalc'het e vez ar mala en dorn dehoù etre ar biz-meud hag ar biz-yod gant ar mala estribilh ouzh ar biz-kreiz.
E Tibet e vez kontet geunioù riz ma reer ouzhpenn ur wezh un dro gant ar mala, hag en India e vez implijet kordennoùigoù bihan stahet ouzh ar mala warne 10 boulenn all evit kontañ pep tro.
Kredet e evz e vez karget ar mala gant nerzh ur mantar pa vez lâret hag adlâret gantañ meur a wech ha neuze e vez implijet pep mala evit lâret ur mantra resis nemetken.