Joëlle Aubron
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Joëlle Aubron stourmerez e Action Directe a zo bet ganet ar 26 Mezheven 1959 e Neuilly-Sur Seine ha marvet eo ar 1añ Meurzh 2006 gant ar c'hrign-bev ar skevent.
Harzet eo bet an 9 a viz Ebrel 1982, ha kondaonet eo bet da 4 bloavezh toull-bac'h evit bezañ kuzhet armoù. Dimezet en doa gant Régis Schleicher, ezel ivez eus Action Directe. Ober a rae war-dro ul levrdi anarkour met divizout a reas bezañ dindan kuzh e 1985 pa tivizas Action Directe kreñvaat e oberennoù. En em strollañ a rejont neuze gant ar Fraction Armée Rouge. Kemeret he deus perzh e drouglazh ar jeneral René Audran d'ar 25 a viz Genver 1985, hag hini Georges Besse d'an 19 a viz Du 1986. Harzet eo bet gant he c'hamaladed Jean-Marc Rouillan, Nathalie Ménigon ha Georges Cipriani ar 21 a viz C'hwevrer 1987 e-barzh un ti-feurm e Vitry-aux-Loges (Loiret). Kondaonet eo bet e 1989 hag e 1994 d'an toull-bac'h he buhez-pad, gant ur prantad surentez a 18 bloaz. Kaset da gentañ e prizon Fleury-Mérogis (Essone), ez aio da heul, asambles gant Nathalie Ménigon e toull-bac'h Bapaume (Pas-de-Calais) e miz Here 1999. Dieubet eo bet ar 16 a viz Even 2006 abalamour d'he yec'het, fall-put, goude bezañ bet operet evit ur c'hrign-bev ar c'h/klopenn. Gwelet eo bet e 2005 e-barzh ar film Ni vieux, ni traîtres, savet gant Pierre Carles. Stourmet he deus betek fin he buhez evit ma vefe dieubet he c'hamaladed a stourm.