Kafitchoeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh omotek eus is-skourr yezhoù gongaek ar su eo ar c'hafitchoeg (kaficho, kaf(f)a, kefa pe caffino) komzet gant 569.626 den evel yezh kentañ ha gant 46.720 den all evel eil yezh e Kafa en Etiopia (1998). Komzet e vez ivez marteze a-walc'h e Soudan.
Tost a-walc'h eo d'ar chakatchoeg.
Divrannyezh ez eus pennañ, disheñvel-tre an eil diouzh eben:
- Kafaeg (kafa)
- Bocheg (bosha pe garo)
- Mandjoeg (manjo): ul luc'haj kafitchoek