Kazh ruzart
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Prionailurus | ||||
Anv skiantel | |||||
Prionailurus rubiginosus Geoffroy Saint-Hilaire, 1831 |
|||||
|
Ar c'hazh ruzart (Prionailurus rubiginosus, wechoù'zo Felis rubiginosa) a zo ur c'hazh bihan eus su India ha Sri-Lanka. Muzuliañ a ra 35-48 cm gant ul lost a 15-25 cm. Pouezañ a ra war-dro 1.5 kg. E vlevad a zo gris gant saotroù ruzart war e gein hag e gostezioù. Ar c'hof a zo gwenn gant saotroù bras du. Al lost, hag a zo tev, a zo duoc'h hag ar saotroù a zo nebeutoc'h sklaer. Dre vras eo-eñv heñvel a-walc'h ouzh ar c'hazh loupard.
E India, ma'z eo boutin ar c'hazh loupard, e vev ar c'hazh ruzart er c'hoadegoù sec'h tra ma kaver anezhañ er c'hoadegoù glaviek e Sri Lanka ma n'eus kazh loupard ebet.
Un aneval-noz eo. Pignat a reont er gwez ha debriñ a ra skrignerien, evned ha glazarded. Karadek ha c'hoarier ez int ha gwirheñvel eo e c'heller o damesaat. Debret ez int ivez gant tud'zo ar vro.
Gloazus ez int ha risklañ a reont da vont da get en natur. War stagadenn I ar CITES emañ en India hag war stagadenn II e Sri Lanka.
[kemmañ] Ispesadoù
Bez ez eus div ispesad :
- Prionailurus rubiginosus rubiginosus, India
- Prionailurus rubiginosus phillipsi, Sri Lanka