Kellig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar gellig (e latin cellula, a dalv kement ha kambrig ) eo an unvezenn a ya d'ober an hollad, pe ul lodenn, eus pep tra vev, pep bevegan. Pep kellig zo ur beveganig, ha pa vez en un organeg lieskellek ez a en-dro en un doare emren, nemet e kenaoz gant ar re all. Bodet eo ar c'helligoù heñveldoare e danvez organek, hag an danvezioù bodet a ya d'ober organoù.
Dont a ra an anv eus he neuz, hañval a-hervez ouzh kellig ur manac'h.