Konskried Sant Trifin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kanet eo bet ar ganaouenn-mañ evit an dañsoù-mañ :
(Ton hir fisel)
(Ton Diwezhañ plin)
(Ton doubl gavotenn)
Na disul e Sant Trifin goude an ofer'n bred
O tont 'maez deus an iliz ma c;halon oe semplet.
O klevet an Aotrou maer war ur maen o laret:
"Erru eo ar mandaioù partio ar goñskried"
An tadoù hag ar mammoù a ouelo d'ho pugale
Nag ar goñskried yaouank lar keno d'eil egile.
Hag ar goñskried yaouank an eil d'egile 'lare:
"Arsa 'ta kamaraded partial 'veze ret."
Kant daouzek ha tri-ugent oemp deus ar Vretonned
Asambles e-barzh an tren gant an hent o vonet.
Na d'ar c'houlz-se ni a gane ur c'halon kontant
Setu bremañ kamarad a zo deuet cha~nchamant.
Bremañ ni'voe koma\~mdet digant chefoù an arme
Kerzhet de'i'vo ret dimp d'or dimeuz an daou gostez.
Kerzhet de'i'vo ret dimp d'or ha ger mann da laret
Kar d'an eñ a rouspeto eñ a vo puniset.
An deiz warlec'h d'ar beure e lec'h monet d'ar c'hafe
'tanemp-ni ar skubelenn 'vit mont d'ober ar c'horve.
Ha pa oe graet ar c'horve 'antreemp 'barzh en kambr
Nag ur pennad goude-se erruout 'reas ar serjant:
"Arsa 'ta soudard yaouank bet oc'h en eksersis
Na verc'h ket astiket mat c'hwi 'p sal'de polis"
Koñsign ha sal' de polis 'oe dimp-ni akordet
Ha kousket war ar plankenn se 'zo kriz ha kalet
Ha kousket war ar plankenn se 'zo kriz ha kalet
Na 'vit bout e Sant-Trifin 'o vouchet d'ar merc'hed.