Korf bihan eus ar Sistem heolel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hervez an termenadur bet degemeret e-kerzh Emvod meur an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel e Praha, d'an 24 a viz Eost 2006, ez eo Korfoù bihan ar Sistem heolel :
An holl draezoù all hag a gelc’htro en-dro d’an Heol, lakaet ar satellitoù a-gostez, a vez graet “Korfoù Bihan ar Sistem Heolel” anezho.
Gant an notenn : e-barzh emañ an darn vrasañ eus asteroidennoù ar Sistem Heol, an darn vrasañ eus an Traezoù Treuz-Neizhan (TTNoù), ar c’hometennoù hag an holl gorfoù all.
Kement-se a dalv kement tra ha n'eo ket ur blanedenn, ur blanedenn gorr hag al loarennoù en-dro dezho.